Home Actualité Information Bretagne - 7seizh.info Evit kaout 30 eurvezh brezhoneg er skinwel !

Evit kaout 30 eurvezh brezhoneg er skinwel !

Skinwel e BrezhonegD’ an 12 a viz C’hwevrer oa bet « plastiket » boest lizhiri ha bonn-degemer-dielfennañ stign Roc’h Dredudon gant strollad Aï’ta! a-benn goulenn muioc’h a vrezhoneg er skinwel, 30 eurvezh d’ an nebeutañ. Kement all oa c’hoarvezet 40 vloaz war-lec’h an darzhadenn he doa distrujet ar stign penn, kil ha troad. Ar wech-mañ oa ur farsadenn daoust d’ an ober bezañ ken sirius all met aon o deus bet nerzhioù an urzh da vat !

Kelc’hiet ha paket oa bet ar voest-lizhiri ha ar bonn-degemer gant bachennoù plastik, skrivet « 40vet deiz-ha-bloaz Boom Roc’h Dredudon » ha dispaket ur giton o c’houlenn ur gwir servij publik e brezhonek er skinwel. Ha goulenn 30 eurvezh n’ eo ket kement hag ar pezh a zo e Bro-Gembre pe en Euskadi, da skouer, eme ar strollad. An holl oa gwisket gant dilhad furlukined, doare ar bloavezhioù 70 ha masklet, anat-deoc’h. Emgav a zo bet kinniget evit ur boum, fest-deiz ha fest-noz d’ an 8 a viz Even er memes lec’h.   Skipailh archerien Plourin-Montroulez an hini eo a oa bet galvet hag a’iet tro 2 pe 3 eurvezh goude an abadenn eno, hervez. Soñjet o doa diouzhtu e oa sirius an afer rak ur seurt bidoñs kozh oa e-kreiz an orjalennoù-pik. Tro 8 eur noz oa deuet divinourien eus Brest ouzhpenn eta hag int aet kuit tro 10 eur noz war-lec’h…bezañ lakaet « an elfennoù plastiket » da darzhañ.  N’ eo ket ur pesk Ebrel na meurlarjez a-raok ar mare, paranoïa ar bed modern nevez ne lâran ket !

Yann-Loeiz Kabell evit Hor Bed

horbed

3 COMMENTS

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.

Social Media Auto Publish Powered By : XYZScripts.com
7seizh.info

GRATUIT
VOIR