Home Agenda Fest-noz Cachan 2014

Fest-noz Cachan 2014

Fest-nozE Pariz ma ‘z it d’ur fest-noz hepken e-korf ar bloavezh ez eo dav deoc’h monet da fest-noz Cachan, brasañ ha gwellañ hini e-tal Pariz. Hevlene ez eus war roll ar strolladoù Blain/Leyzour, David Pasquet Trio, Botuha/Guingo/Quillay, ar vreudeur Guichen, Kejaj, Startijenn, Teïr ha last but not least Yann-Fañch Kemener hag Eric Menneteau.

RTEmagicC_flyer_double_festNoz14_txdam3161_48bc37.jpg

C’hoarvezout a ray Fest-noz Cachan d’ar 15 a viz Ebrel da eizh eur, e-barzh ar jiminasva Victor Hugo d’an niverenn 74 bali ar Prezidant Wilson e Cachan (94230). Dav e vo deoc’h diskenn eus ar strobad d’an arsav Bagneux war linenn B an RHR*. Koustañ a ra ar gwir monet e-barzh dek euro, pe c’hwec’h gant diskenn priz.

* RHR : rouedad herrek rannvroel (Réseau Express Régional)

 

1 COMMENT

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.

7seizh.info

GRATUIT
VOIR