Bilañs kentañ an oberenn « dilennadegoù-kêr 2014 hag ar brezhoneg »

E deroù miz Genver 2014 en deus boulc’het ar strollad Ai’ta !, hag a zifenn ar brezhoneg, gant sikour 7seizh.info, ur c’houlzad war‐zu an dud war ar renk evit an dilennadegoù-kêr. Pal an oberenn‐mañ a oa goulennata anezho diwar-benn ar brezhoneg : petra a raint evit hor yezh ma vint dilennet ?

Ar wech kentañ e oa e vefe aozet ur c’houlzad evel‐se a live Breizh. Hag evit un taol kentañ eo un taol kaer, gant tost 600 listenn goulennataet e ouzhpenn 250 kumun e 5 departamant Breizh. Tamm ha tamm ec’h erru deomp ar respontoù, hag embannet e vezont war lec’hienn ar c’houlzad :

http://aita.7seizh.info/

M’eo brav an disoc’h eo a-drugarez d’an toullad keodedourien dre ar vro a‐bezh o deus kemeret perzh. Kement‐mañ a ziskouez ur wech c’hoazh eo prederiet ar vretoned gant dazont ar brezhoneg. Hag an dud dilennet dre ar vro o deus galloud evit ober ma chomo bev, ur giriegezh vras o deus eta.

Brasoc’h c’hoazh eo o c’hirrigezh pa ouier bremañ n’en deus tamm pouez ebet ken an arguzenn a lavar eo koustus lakaat e pleustr ur politikerezh yezh !

Ar strollad Ai’ta ! en deus tapet ur studiadenn bet kaset da benn e kumun Pleskob (Morbihan, 4 800 annezad) evit priziañ pegement e koust dezho lakaat e pleustr ar garta « Ya d’ar brezhoneg » (al live 3 o deus tapet, hag a‐raok pell e vo tizhet ganto al live 4, an hini uhelañ).

Er studiadenn-mañ ec’h embanner splann penaos e koust dezho war-eeun 1 078 € bep bloaz evit lakaat e pleustr ar garta. Da lavaret eo 0,013% eus holl dispignoù ar gumun !

Ne vo ket posubl ken diskleriañ e c’hellfe ar brezhoneg lakaat budjed ur gumun, ur gumuniezh kumunioù pe un tolpad‐kêrioù da vont a‐dreuz !

N’eo ket re ziwezhat c’hoazh evit al listennoù zo dale ganto da gas ho respontoù diwar‐benn an doare da ziorren ar brezhoneg en o c’humun.

VidéoVilles : Le breton au coeur de la campagne par lejdd

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.