Krog a ra niverenn Bremañ ar miz-mañ gant un dedennus a bennad àr afer ar vugale eus Enez ar Reünion bet kaset en harlu e Bro-C’hall e-pad 20 vloaz. Sed amañ un dra dianav-kenañ du-mañ. Yann-Loeiz Kabell a gont dimp istor ar vugale laeret, koulz lavarout, en o enezenn ha kaset da zepartamant ar Creuse ma vanke labourerion-douar. Ar jakobinerezh en e stad mantrusañ !
Ur pennad àr an adframmañ tiriadoù Frañs a glask dielfennañ ar mil diskoulm àrn-ugent a vefe evit adframmañ ar « rannvroioù ».
E kreiz ar gelaouen hor bo tro da lenn un hir a bennad àr an trouz brezel e Bro-Ukraina. Siwazh, un tamm profed eo bet Sandrig Ar Gall o wellout ar jeu a zo er mare-mañ e reter ar vro.
Piv e oa Giordano Bruno, ur manac’h eus ar XVIvet kantved ? YL Kabell a gont e vuhez dibar. Kuzulioù àr al liorzhiñ gant Tangi Legavre ha diàr-benn doareoù da veveziñ gant Consobreizh. Valérie Kervella a gont, en un doare fromus, finvezoù diwehañ ur barzhez : Naïg Rozmor.
Ha da achuiñ, ur pennad dedennus mard eo dedennus àr an arz-brezel rus, ar Systema. Peadra da vout ur gwir tonton doujoù !
Bremañ liked this on Facebook.
Patrick Genaux liked this on Facebook.
Bremañ #390 : Ukraina’s burning ? – http://t.co/J7gS8wPetT http://t.co/PvBGQoZpTN