Votadegoù Europa : Al listennoù farsite

Re-holl a listennoù a zo àr ar renk er votadegoù Europa e Bro-Frañs ‘m eus aon. Kement a kemer ur skouer : er bastell-vro « kornôg » ma votimp-ni, bretoned, ez eus 25 listenn. En o zouesk 4 anezhe o deus danvez-dilennidi « breizhour » enne !

E Bro-Frañs a-bezh e vo 161 listenn en holl. PS, UMP, FN, FdG, UDI al lodenn vrasañ a zo anavezet (betek re?) ganeoc’h. An dro-mañ, avat, en do Yann votour ar choaz da votiñ evit listennoù farsite ouzhpenn. Ar re baket gant an drogaj, lakomp, a c’hello votiñ evit « Cannabis sans Frontières » a ginnig lezennekaat ar c’hanab. Ha petra c’hoazh ? Unan fentusoc’h a zo o kabaliñ evit an Europa eus « Marrakech da Istanbul » eo ar PFFFT, da lavaret eo « Le Parti Faire un Tour ». Un hent-riboul dindan ar mor kreizdouarel a zo er program ivez ha degemer holl vroioù ar Maghreb hag ar Machrek en Unvaniezh met « hep Bro-Suis ». Ar ar memes patrom setu « Mayaud Hors Bords » a ginnig da « zrochañ ar votadegoù Europa ».

Ar roueelourion a gaso ul listenn ivez, e pastell-vro « Kornôg » zoken. E rannvro Paris e vo ul listenn « poan-benn » anvet « programme libertaire pour un Europe exemplaire contre le sexisme et la précarité » (ouf!) a ginnig difenn an dud « etrereizhet » peurgen. Plijusoc’h : ul listenn « Sindikad a stourm a-enep ar bankoù » a ginnig dimp fest ar vezh evit ar bankoù. Yeah !

 

3 COMMENTS

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.