“Lizher da Vreizh” gant Pierrick Massiot

12
13

Breizh, ar gwir raktres evit an dazont

Lañset eo an diviz diwar-benn ur mell reizhadur tiriadel. Pep hini zo krog da c’hoari gant e sizailh, e gartenn hag e bromesaoù dimeziñ… Kinnig a reer pep tra evel pa rankfe ar goulenn ensavadurel tremen da gentañ, evel pa ne vefe anv nemet eus un teul teknikel, evel pa sellfe ouzh an dilennidi hepken ha neket ouzh ar geodedourien. A-benn ar fin, evel pa ne vefe anv nemet eus un enebadur etre ar re vodern hag ar re mod-kozh.

Lettre à la Bretagne bzhAr re gentañ ha ne gomzont nemet eus ar vent redius, eus ar vent europat, pe eus froud an araokaat, ar re-mañ eta o defe komprenet pep tra d’ar bedeladur, da rediennoù an ekonomiezh ha da raktresoù bagol ar vailhed.

An eil re zo gwallvrudet evit bezañ sorc’hennet hepken gant an amzer wechall, gant an istor, an identelezhouriezh pe ar folklor. Ne vije anezho nemet paour-keizh tud trelatet gant ar proviñsoù deuet a-ziwar-lerc’h feodelezh ar Grennamzer. Evit he dazont, Breizh he dije da zibab neuze etre an araokaat e-ser ur mell rannvro kornôg modern barrek da ziorren hag ar sachañ a-dreñv gant ur Vreizh giz gwechall, skoanet, ha dezhi soñjoù mod kozh.

Met piv ‘ta a venner kendrec’hiñ gant seurt diotaj ?

Unanet gant al Liger-Atlantel, nerzhusaet gant 4,5 milion a annezidi, enni teir meurgêr genglotus, kêrioù desachus, ur rouedad ekonomikel barrek ha poellek, barregezhioù splann war an imbourc’h hag ar gelennadurezh uhel, dezhi takad arvorel brasañ ar c’hevandir, hag oc’h ober he mat, mar karer, eus un aozadur ensavadurel eeunaet hag efedusoc’h dezhi barregezhioù hag ur peadra kresket, Breizh he dije, sklaer hag anat eo, he flas e-touez holl rannvroioù all Europa, ha pelloc’h zoken. A zo gwell, pobletoc’h e vefe eget 8 stad ezel eus Unaniezh Europa pe c’hoazh eget 11 land alaman !

Ha kement-se holl ne virfe ket outi, er c’hontrol zoken, da greñvaat ha da liesaat an digarezioù da genlabourat gant an amezeien war  dachennoù a bep seurt, evel ez eus bet gouezet ober a-holl-viskoazh.

War zigarez bezañ modern, an anv a Vreizh dilezel a ranker ! Piv ‘ta a c’hallje krediñ kement-se ?  Ha paouez d’ober gant ur giton dispar evit gounit marc’hadoù nevez a ranker ? Paouez d’ober gant un tour-tan anavezet er bed a-bezh ? Piv a zisplego an dra-se d’an holl embregerezhioù, da gentañ-penn d’ar re zo bodet en-dro da « Produet e Breizh », int hag a oar pell zo nerzh ar merk « Breizh » evit o strategiezhioù kenwerzhel pe kenemglev.

Piv a gredje e ranker, evit bezañ efedusoc’h, diverkañ ar santimant hor stag ouzh hor bro hag omp ken fier anezhañ ?

Dispriziañ evel-se diazez hor c’henstag sokial hag unan eus tuoù kreñv hor startijenn ekonomikel. Ha ne weler ket penaos, e pep lec’h er bed, ar Stadoù pe ar rannvroioù a ra ar muiañ a berzh, ar re zo, dre natur, digor d’an diavaez ha douaroù a intrudu, ar re-se eo dres zo enno ar muiañ a boell diabarzh ?

Piv a c’hallje krediñ e ranker, evit bezañ armet gwelloc’h, dislivañ hon identelezh ?

Ha dioueriñ ar perzh dibar-se a laka aviz e kement a dud, en ur bed oc’h hevelebekaat hag o tivlazañ muioc’h-mui. Ha foll a-walc’h e vefemp-ni, d’ar mare ma rank lod dispign sammadoù direizh evit en em vrudañ ha bezañ anavezet, ha klask krouiñ diwar netra ur falsidentelezh, evit dilezel hon hini ken birvidik, an hini a zeu deomp eus hon istor hag a gendalc’homp da c’hoveliañ holl asambles war ar pemdez ?

Piv a c’hallje krediñ e tlefe hon dazont boutin bezañ disoc’h ur savadenn deorikel hag artifisiel ?

Ha dispredet eo ar soñj ez eo berzh an aozadurioù frouezh ar varregezh da gemer e kont evel m’eo dleet ar gwirvoud denel, douaroniel, istorel, sevenadurel ha kevredigezhel ? N’emaomp ket o sevel ur c’hoari lego ! N’emañ ket efeduster ur vro diouzh pegen ec’hon eo-hi ! Ar c’hontrol zoken, riskl a zo da vezañ troc’het diouzh ar gwirvoud ha da sevel strolloù teknokratel, distag-krenn diouzh buhez pemdeziek an dud.

Hag evit ar re, a feiz vat, o deus aon e teufe ar rannvroioù dezho un identelezh kreñv da vezañ ur gourdrouz evit an unaniezh vroadel, keuz bras am eus ne vije ket bet klevet ganto « ar Marseillaise » kanet a-bouez-penn gant ar 80 000 Breton bodet e Stad Frañs da-geñver ar gourfenn Roazhon / Gwengamp. Bamet e vijent bet gant ar from brogar, ha war un dro e vijent bet sederaet evit ar pezh a sell ouzh gouzout pegen stag eo ar Vretoned ouzh ar Frañs hag ar Republik.

Nann, evit gwir, n’hall ket an diviz diwar-benn dazont hor strollegezhioù treiñ d’ur farsadenn.

Nann, bezañ modern n’eo ket dre ret bezañ bras-meurbet, dilezel e identelezh ha dioueriñ pep nerzh kenstag kevredigezhel

Ya, hiziv muioc’h eget biskoazh, un anv zo d’ar vodernelezh : an Demokratelezh an hini eo. Ur sistem ken bresk hag a laka annezidi ur vro bennak da gemer perzh er mod da verañ an aferioù a sell outo.

Hogen penaos e c’hallje bezañ posupl war takadoù douaroniel na jaojfent ket d’an dud o chom enno ? Ha penaos e c’halljent en ober e takadoù na glotont ket na gant gwirvoud o istor, na gant o buhez pemdez na gant o raktres stroll ? Ha n’eus ket bet tapet kentel a-walc’h gant pastelloù-votiñ europat re vras, anezho gwir mekanikoù barrek da heugiñ an dud ha da lakaat anezho da bellaat diouzh ar vot ?

Evidomp-ni, setu an dalc’hoù gwirion, en urzh : birvidigezh an demokratelezh lec’hel ha, dre se, hini kalite ar c’henstag sokial, efeduster an ober publik hag ar servij dleet d’hor c’hengeodedourien. Ar berzh ekonomikel hag efeduster an dispign publik a vo un disoc’h anezho. Setu ar pezh zo e go gant raktres ur Vreizh bodet e Bodadeg Breizh, framm nevez da aozañ ar politikerezh publik a ginnig ul lusk evit ar vro : eeunaet ha nebeutoc’h koustus, kreñvoc’h hag efedusoc’h evit dileuriañ ha difenn hon interestoù, liammet-strizh ouzh gwir gwirvoud Breizh, prestoc’h da glevet an annezidi ha tostoc’h dezho en e obererezh, ur framm a-zoare evit plediñ gant dalc’hoù ur bed digor, gouest da gas ac’hanomp a-stroll davet un dazont kengret ha promesaüs.

Klotañ a ra ar youl-mañ gant ar pezh zo bet embannet ingal gant Kuzul-rannvro Breizh met n’hall ket bezañ hepken hini hon ensavadur rannvroel. Evidon-me, n’hallan ket empentiñ e vefe divizet dazont hon tiriadoù gant an dilennidi hepken hep na vefe degemeret gant an dud en un doare ken ledan hag entanus ha ma c’hall bezañ.

Setu perak e c’halvan an holl re zo prederiet gant dazont Breizh da gemer perzh en diviz ha da gensevel ganeomp ar raktres aozadur a vo kinniget d’ar gouarnamant ha d’ar Parlamant a vo an diviz ganto, a-benn fin ar gont.

Evit ar pezh a sell ouzhin-me, kinnig a rin buan-tre un hentenn labour hag un deiziadur evit kensevel ar raktres-mañ. Ar bazenn gentañ a vo anezhi un destenn, sichenn Bodadeg Breizh ; kinnig a raio an diazezoù hag ar pennaennoù anezhi. He c’hinnig a rin d’hon holl gevelerien, dilennidi, oberourien sokioekonomikel ha kevredigezhel ha, da gentañ-penn gant Kuzul ekonomikel, sokial hag endroel ar Rannvro evit kaout o ali diganto ha spi am eus e savint a-du gant ar raktres.

Kinnig a rin d’an holl re a garo, hep tamm strishadenn ebet, ma vefe burutellet ar skrid war ar Genrouedad hag ar rouedadoù kevredigezhel, er rannvro velestradurel hag en departamantoù amezek. Bodañ a rin, evit labourat warnañ, ur skipailhad tud doujet a c’hallo kenderc’hel da dalvoudekaat ha da vagañ an diviz a vo bet boulc’het.

Berr eo an amzer lakaet deomp. Buan e vo ret mont ha kinnig ur raktres a-benn an hañv. Pa vo deuet ar c’houlz e vo ret goulenn ali an holl re a sell ar cheñchamantoù bevennoù ha tiriadoù outo evel m’eo bet rakwelet dija gant Prezidant Kuzul-departamant al Liger-Atlantel. Digeriñ a ra Prezidant ar Republik deomp un digarez istorel na vo ket gwelet en-dro a-raok pell-tre.

Sur on e ouio Breizh talañ ouzh an dae-mañ.

Na lezomp ket ar re all da zivizout en he flas.

Gant entan ha fiziañs eo ho kalvan holl, bihan ha bras, da gemer perzh e savidigezh ar Vreizh vodern ha mennet a fell deomp.

 

Pierrick Massiot

Prezidant Kuzul-rannvro Breizh

12 COMMENTS

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.