Home e brezhoneg D’an 21 a viz Mezheven da 11 e. e savan ma mouezh...

D’an 21 a viz Mezheven da 11 e. e savan ma mouezh dirak burevioù ar PS

Pet gwezh warn-ugent ez eus bet tolpadoù aner pa ruzed botoù gorrek-ha-gorrek war-lerc’h dilennidi kostezennoù Enez-Frañs ? Ar re-se e penn-kentañ an dibunadeg, c’hwezhet o bruched, ur seizenn driliv tro-dro dezho. Dleout a rafemp mont a-enep dezho pa douellont ar bobl evit gwir. Dre nac’hañ adstagañ al Liger-Atlantel ouzh Breizh en deus graet ar PS fae war ar Vretoned, Breizh hag an demokratelezh. Da ziwall zo gant drein ar rozenn !

Ret eo stagañ gant diazez hon diaesterioù e Breizh dre derriñ kred dilennidi zo na reont ken nemet gwareziñ o c’henseurted ha gounit amzer diwar komzoù flour ha lourennek damvreizhat blaz anezho. Gwelet ez eus bet pennoù rannvro, kannaded, kuzulierien zepartamant, maered, o farlantoù luziet ha didermen pa varmouzont ur prezeg emrenerien en diwezh, a zo un tamm bras zoken. Sorc’hennet eo an dud evel-se.

An diaoul zo paotr mat pa vez graet e did dezhañ. Ne vez gounezet netra diwar vrudañ an Ankoù. Chadennoù aour kreizennerezh Bro-C’hall, c’hwezh an drevadennouriezh ganto, hag an armerzh marc’had drastus p’emaomp-ni e sujidi az a da ober diazez ar strolladoù politikel o ren.

En em gavomp dirak burevioù ar PS da neuze evit lavaret « Pariz, he strolladoù politikel hag o mevelien, setu hon enebourien ».

Evit Breizh, evit ar goprañ, evit ar Frankiz ez eomp a-enep ar PS hag ar strolladoù all diazezet e Pariz. Ponneroc’h e vo hor bec’h er mizioù da zont ma tle bezañ oberourien ar marv c’hoari o mistri amañ c’hoazh.

10 COMMENTS

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.

7seizh.info

GRATUIT
VOIR