Home Communiqués de presse Associations/Institutions Div Yezh a c’halv da vanifestiñ d’an 28 a viz Even e...

Div Yezh a c’halv da vanifestiñ d’an 28 a viz Even e Naoned evit ma vo adunvaned Breizh

D’ar Sadorn 28 a viz Even e vo aozet ur vanifestadeg vras gant ar strollad 44=BZH evit ma c’hallfe annezidi al Liger-Atlantel divizout da be rannvro stagañ o departamant. A-enep an adreizh tiriadel eo ar vanifestadeg-se evel an holl re a vo un tammig e pep lec’h e Breizh e-doug miz Even, pa n’eus ket bet goulennet o ali gant ar bobl.

Perak manifestiñ evit adunvanidigezh Breizh evel tud skolidi divyezhek ?

Dilamet eo bet al Liger-Atlantel digant Breizh e-kerzh an 20vet kantved, da gentañ abalamour da c’houarnamant ar Marichal Pétain ha goude pa voe savet ar rannvroioù e kreiz ar bloavezhioù 1980.

Komzet ez eus bet  ha komzet e vez c’hoazh brezhoneg el Liger-Atlantel hag abalamour da se eo e stourm div yezh Breizh, evel kevredigezhioù all a bled gant ar brezhoneg ha gant sevenadur Breizh, en departamant-se. E 1999 eo bet digoret an hentad kentañ brezhoneg-galleg er skolioù publik el Liger-Atlantel. Hiziv an deiz ez eus div skol, hini ar Batignolles (1 c’hlas) hag hini ar Marsauderies (7 klas) hag un hentad kendelc’her er skolaj Rutigliano. Koulskoude eo bet asantet adalek ar penn-kentañ, er skridoù, e c’hallfe ar brezhoneg bezañ kelennet eno. Anavezet eo bet eta hevelebiezh vreizhat an departamant met nac’h a ra an unvanidigezh velestradurel. Gant se e vez traoù diboell ha diaezamantoù aozañ ha mont en-dro en departamant ouzhpenn ar re a anavezomp c’hoazh en Akademiezh Roazhon.

Perak diskouez ez omp drouklaouen dirak marc’hatadennoù etre kuzh ha muz ar bolitikerien  ?

N’eo ket kraf al Liger-Atlantel an hini nemetañ hon eus da stourm outañ. N’eo ket peurzivizet an adreizh tiriadel hag ar gartenn ziwezhañ diskouezet gant prezidant ar republik a c’hallfe cheñch c’hoazh. N’eur ket asur ne vo ket divizet d’ar poent diwezhañ kendeuziñ rannvro Breizh gant hini Broioù-al-Liger evit sevel ur C’hornaoueg Meur : ne vefe ket mui neuze eus rannvro Breizh.

Arabat en em douellañ. Gant un hevelep kendeuz ez afe da get ivez tamm-ha-tamm sevenadur Breizh hag ar brezhoneg, er skolioù da nebeutañ. Kanañ a rae Alan Stivell : «Hep brezhoneg, Breizh ebet», ken gwir all ez eo ar c’hontrol, hep Breizh, n’eus ken a vrezhoneg.

Ret eo deomp ober evit ne c’hoarvezfe ket. Evit se e rankomp diskouez ar muiañ ar gwellañ emaomp a-enep an adreizh tiriadel evel m’emañ. Ret eo deomp goulenn groñs ma teufe al Liger-Atlantel e Breizh en-dro evit ma vefe poellek an dibastellañ ken e-keñver ekonomiezh ken e-keñver sevenadur.

Evit div yezh Breizh ez eo dav digreizennañ ar Frañs. Soñjal a ra deomp avat ne dle ket divizoù an adreizh-se, ha dreist pep tra dibastellañ (en-dro) an tiriadoù, bezañ graet hepken gant ar stad kreiz, hep kemer e kont tud, istor, sevenadurioù hag ekonomiezh an tiriadoù-se. Un hollad kempoell zo eus Breizh hag al Liger-Atlantel ha poent bras eo o unvaniñ en-dro en ur rannvro hepken : Breizh !

 

Abalamour da se eo e pedomp ac’hanoc’h da gemer perzh er vanifestadeg d’an 28 a viz Even e Naoned dirak ar prefeti (6 kae Ceineray) da 2e g.k.

Ho pediñ a reomp ivez da gemer perzh er manifestadegoù digreizennet a vo dalc’het

d’an 30 a viz Even da 5e g.k.

dirak holl brefetioù hag isprefetioù Breizh.

15 COMMENTS

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.

7seizh.info

GRATUIT
VOIR