Dizoloiñ Wikipedia e brezhoneg d’an 20 a viz Even e Roazhon

4
AVT_Source-Wikipedia_3643Anavezout  a rit an holloueziadur en-linenn Wikipedia moarvat met daoust ha  gouzout a rit e c’hallit kemer perzh evit he c’hlokaat ha he wellaat ?  Daoust ha gouzout a rit ez eus ur Wikipedia e brezhoneg ?
Kinniget  e vo gant kevredigezh Wikimédia France ha Kantin Niverel Roazhon ur  stal dizoloiñ a-benn kompren mont en-dro an holloueziadur a-youl-vat.  
Kenlabourerien  gant skiant prenet a sikouro ac’hanoc’h da gregiñ ganti : Piv a gemm an  holloueziadur ? Petra eo he reolennoù ha spered ar raktres ? Penaos e c’hall pep hini ac’hanomp kemer perzh, gwellaat, krouiñ ur pennad pe ouzhpennañ skeudennoù ?
Lakaet e vo ar pouez war Wikipedia ha Wikimammenn (levraoueg dieub) e brezhoneg dreist-holl.
Un  tamm skoazell a vo roet deoc’h ivez evit klask ober kemmoù war-eeun. Ma  fell deoc’h e c’hallit neuze degas hoc’h urzhiataer hezoug.
Emgav neuze da 12e30 d’ar Gwener 20 a viz Even 2014, e skourr ar c’hantin : 20 straed Isly e Roazhon (savadur an “3 soleils”), ret eo pouezañ war ar bouton evit mont-tre ha pignet en eil estaj.
Digoust ha digor d’an holl eo, met pedet oc’h da lakaat hoc’h anv war lec’hienn Kantin niverel Roazhon mar plij : http://www.lacantine-rennes.net/events/wikipedia-langue-bretonne/

 

4 Commentaires

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here