div yezh Breizh a c’halv he izili da vanifestiñ e Naoned

Galvet hor boa hon izili da vont da Naoned e miz Even tremenet evit reiñ hor mouezh da glevet pa vennomp gwelet al Liger-Atlantel o tont da Rannvro Breizh en-dro e-keñver melestradurezh.

Abaoe ez eo bet tremenet an danvez lezenn adstummañ ar rannvroioù en he c’hentañ lennadenn er Vodadenn Vroadel ha votet eo bet, lezet eo bet Breizh evel m’emañ, pevar departamant hepken enni. Ne c’hallomp ket gouzañv ur seurt stad.

Mat eo c’hoazh an arguzennoù a roemp e miz Even. Komzet e oa ha komzet e vez c’hoazh brezhoneg el Liger-Atlantel hag abalamour d’an dra-se eo e stourm div yezh Breizh, evel meur a gevredigezh all hag a labour evit sevenadur Breizh hag ar brezhoneg, evit diorren ar c’helenn divyezhek en departamant-se. Skrivet eo en testennoù a denn d’ar c’helenn yezhoù rannvro abaoe ar penn-kentañ e c’hall ar brezhoneg bezañ kelennet eno. Anat eo da Frañs identelezh vreizhat an departamant met nac’h a ra e adunaniñ. War an dachenn e vez diwar se traoù digempoell ha diaesterioù aozañ ha mont en-dro hag a zeu ouzhpenn ar re a anavezomp en Akademiezh Roazhon.

Riskl a zo c’hoazh e vefe kendeuzet Breizh gant Broioù-al-Liger pe ar Centre zoken. Ma vefe kont evel-se e vefe echu gant Breizh, he sevenadur hag ar brezhoneg. Na lezomp ket ober a-enep deomp. Ar bobl a rank moustrañ kreñv war ar bolitikerien evit ma vefe intentet rezon vat ganto. Un dro ouzhpenn eo ar vanifestadeg-se da ziskouez youl ar Vretoned evit ma vo kempoell Breizh adarre e-keñver hec’h istor hag he sevenadur. Ret eo deomp bezañ an niverusañ ar gwellañ rak ne vo ket un hevelep degouezh da gaout un adstummañ tiriadel kempoell kent pell ac’hann.

Abalamour da se eo e c’halv div yezh Breizh hec’h izili da vont da Naoned da vanifestiñ

d’ar Sadorn 27 a viz Gwengolo da 2e g.k. plasenn petite Hollande.

Bezit eno, brudit ar vanifestadeg, kontañ a reomp warnoc’h.

16 COMMENTS

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.