Home e brezhoneg OBERENN DIVYEZHEKAAT PANELLEREZH KAMPUS TOHANIG (SVKB), GWENED.

OBERENN DIVYEZHEKAAT PANELLEREZH KAMPUS TOHANIG (SVKB), GWENED.

 

E miz Gouel Mikael 2014 e oa bet lidet digoradur ar savadur nevez Skol-Veur Kreistez Breizh a roe bod d’ar gevrenn gwir hag ar panellerezh unyezhek staliet àr ar c’hampus Tohanig e Gwened. Lakaet e oa bet reuz e-kerzh al lid-digeriñ get an dilennidi dre begiñ pegsunioù « E brezhoneg ! en breton » àr an tachad a-berzh.

 

Daoust ul lizher kaset d’e Brezidant Jean Peeters, un emgav get ar rannvro ha memes get ur c’hannad, e chom dister plas ar brezhoneg e skol-veur an departamant.

 

Er c’hampus Tohanig e Gwened eo bet digoret nevez zo un danvez dibab « brezhoneg ha sevenadur » met dre youl ur studier hepken .. Ha kaoz zo oc’hpenn da serriñ an opsion brezhoneg er skol-veur er C’hampus an Oriant evit an distro-skol 2015.

 

Kaset et eo  bet get strollad Ai’ta ! Bro Gwened an oberenn arouezel divyezhekaat panelloù evit goulenn groñs pas hepken ur plasig d’ar brezhoneg met ivez ma vo krouet aotreegezhioù e brezhoneg ha àr dachenn ar c’helenn divyezhek.  Hep seurt divizoù ne vo ket trawalc’h a gelennerion evit kelenn ar yezh ha trawalc’h a skolidi. Padal e vez stummet an holl gelennerion e Breizh bremañ get ar 4 skol-veur Breizh e kenlabour get Skol uhel ar c’helennerezh hag an deskadurezh e Breizh (SUKeD) bremañ. Er Mor-Bihan n’eus stummadur erbet er skol-veur evit stummiñ kelennerion divyezhek.

 

Da heul an oberenn er skol-veur eo ket kaset d’he frezidant ur fakturenn evit al labour kaset da benn get hor strollad.

 

24 COMMENTS

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.

7seizh.info

GRATUIT
VOIR