« Paotr Louarn » : Marvel e brezhoneg zo bet ganet !

Paotr_Louarn__1__54574bb479753_256x285Plijus eo istor al levr-mañ. Dreist-holl pa vez redet war-lerc’h Paol, an haroz, gant kailhed, evit skeiñ gantañ. Pe pa ya ar paotr da louarn tamm ha tamm. Iskis eo an den a glask lakaat Paol da grediñ traoù faos ivez. D’am soñj e vo prenet al levr-mañ gant an dud a zo koumanantet da Louarnig rak tammoù eus ar vandenn-treset-mañ a vez embannet bep miz ennañ. Ali a ran deoc’h prenañ « Paotr Louarn ». Plijus tre eo !

Yaom Lécuyer -11 vloaz

Waaaah ! An holl dud bet ganet ha maget e-barzh Marvel a gavo o gwalc’h gant ar « Paotr louarn »-mañ ! Daet eo Laurent Lefeuvre ha Keit Vimp Bev d’ober ur GWIR comics mod Marvel. Tennañ a ra ar paotr louarn d’un Daredevil chomet krennard, anat eo. Met ur resort eus an istoer eo. Ne glask ket Laurent Lefeuvre touellañ an dud. E-lec’h New-York (Daredevil a red àr-lerc’h hailhoned Hell’s Kitchen da skouer), an tresour en deus lakaet e haroz da bourmen e galite e… Roazhon ! Anavezout a raio Yann lenner al lise Zola, tour an dremmwellioù (an « Horizons »), ar blasenn Charles de Gaulle, straed ar sec’hed, ar gourrmarc’had « L. Lefeuvre » Cleunay (ha n’eo ket Leclerc !), e-tal ar Stad Roazhon. Fin, tout-se zo du, du-pot. Evel Roazhon. Sodome e Gomorhe Breizh mard eo, kêr daonet ! Mod Marvel evit NYC kae ! Betek an arouez « KVB » a zo bet graet àr patrom unan kozh eus… Lug (ha n’eo ket Marvel, met Laurent Lefeuvre a oar diouzh e glasikoù, he he)

Ra vo meuleudet Laurent Lefeuvre ha Keit Vimp Bev evit bout graet seurt oberenn ! Bremañ e ta din daou soñj avat :

Hag-eñ e vo den Laurent Lefeuvre da sevel un oberenn glok mod Marvel gant mil haroz àrn-ugent ha mil bed ha tri-ugent ?

Ha mar plij ganeoc’h aotroù KeitVimpBev, goude Marvel, pleustrit bremañ gant ur bagad harozed all: re ar studio italian ESSE-G-ESSE (ar vojenn !!!!!!), embannet gant « Mon Journal » ha ‘Lug » er glorious 80’s. Cap’tain Swing, Blek Le Roc (breizhad a-orin !), En Piste, Kid Cox, Trois Pommes Lawrence ha kement zo tout !

Fin, m’ho peus ur c’hrennad er ger pe ur gwaz (pe ur wreg !) fan-daonet d’ar vMarveled kozh, « Paotr Louarn » eo AR PROF a zo d’ober  evit nedeleg !

http://keit-vimp-bev.info/fr/catalogue/shop-product-details/flypage-tpl/87/20

Fabien Lécuyer -41 bloaz

12 COMMENTS

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.