Home e brezhoneg Klemm Skol-Veur Kreistez : ur stourmer galvet e komiserdi Gwened d’ar...

Klemm Skol-Veur Kreistez : ur stourmer galvet e komiserdi Gwened d’ar Merc’her 14 a viz Here, galv d’ur bodad souten.

E-kerzh gouel etrekeltiek diwezhañ en Oriant e oa bet kaset un oberenn arouezel dirak stand Skol-veur Kreistez Breizh gant totemoù panellerezh disammet evit goulenn aotregezhioù e brezhoneg hag ur stummadur evit an danvez skolaerien divyezhek.

Evel respont d’hor goulennoù emgav eo bet savet klemm evit laeroñsi gant skol-veur kreistez Breizh. Galvet e vo neuze ur stourmer eus Ai’ta ! e komiserdi Gwened d’ar Merc’her 14 a viz Here.

Tenniñ a ra d’ul liv dibar ar galvadenn-se rak an deiz warlerc’h e vo votet ar c’henemglev war yezhoù Breizh etre ar Stad hag ar Rannvro, rakwelet e emglev dazont evit Breizh e 2013 (sellet ouzh hor lizher digor kaset da zilennidi ar rannvro ha d’an dud war ar renk evit an dilennadegoù rannvro http://ai-ta.eu/?p=4814).

Kuzul Sevenadurel Breizh en deus reit evit ar wezh kentañ un ali a-enep war un destenn kinniget gant ar rannvro en ur zisklêriiñ ne oa ket tu da siniñ testenn ar c’henemglev evel m’emañ. Meneget en deus ivez « e vefe hetabl ma vo kinniget studioù skol-veuriek war ar brezhoneg d’he studierien gant skol-veur kreistez Breizh» (skol-veur kreistez Breizh ne gemero ket perzh er c’henemglev e kemm gant skolioù-meur Breizh all evel skol-veur Breizh Izel ha Roazhon 2).

Evit an abegoù-mañ e c’halv ar strollad Ai’ta ! da gemer perzh d’ur bodad souten d’ar Merc’her 14 a viz Here adalek 2 e 30 goude merenn dirak komiserdi Gwened (13, boulouard ar peoc’h).

4 COMMENTS

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.

7seizh.info

GRATUIT
VOIR