Steredenn : ur c’hoari-video e brezhoneg

5

Steredenn a zo ur c’hoari video doare « Shoot them up » diorroet gant ar studio roazhonat Pixelnest Studio. Deuet eo er-maez d’ar c’hentañ a viz Here 2015. Kavet e vez en 11 yezh disheñvel, Brezhoneg en o zouez. Pixelnest Studio a zo ur studio bihan bet savet e 2014 gant daou breizhat yaouank : Matthieu Oger ha Damien Mayance.

Mesket e vez an doareoù c’hoari « Shoot them up » ha « Rogue-like » gant Steredenn. An hini kentañ a zo un doare a rae berzh spontus e-pad mare ar salioù arkad, lec’h ma vez diblaset ul lestr-egor (peurvuiañ) ha tennet war listri-egor all o tont eus a-us pe eus a-zehou.
An eil, ar « rogue-like », n’eo ket ken anavezet, met dont a ra en-dro war wel a-drugarez d’ar c’hoarioù-video emren. Perzhioù pennañ an doare c’hoari-mañ a zo savadur dargouezhek al liveoù, hag ar marv peurbadus. Da lâret eo, pep prantad c’hoari a zo disheñvel ha pa vez kollet eo ret adkregiñ adalek ar penn-kentañ. Kement-se a lak ar c’hoari da vezañ diaes met adiktivel. An hini anavezetañ e-touez ar wagenn nevez-se a zo The Binding of Isaac, ur c’hoari amerikan bet savet gant Edmund McMillen ha Florian Himsl e 2011.

emgannemgann-steredenn
Kinniget e vez gant Steredenn un doare c’hoari hag un neuz giz reoù letrinoù-c’hoari gwechall gant liveoù disheñvel bepred, e-keñver ar gwagennoù enebourien kejet, ar gwellaennoù hag an armoù dastumet. Disheñvel eo pep c’hoariadenn ha kavet e vo kenaozadurioù nevez bewech ma vo adkroget ar c’hoari.

An doare c’hoari ordinal a zo neuze un heuliad a liveoù, pep hini oc’h echuiñ gant un emgann a-enep un enebour meur, a vo ret trec’hiñ evit echuiñ ar c’hoari. Ne vo ket graet er c’hoariadenn gentañ, se zo sklaer !
Tri doare c’hoari all a zo kinniget :
Ar c’hoariadenn bemdeziek a ginnig un hollad liveoù a vo ar memes hini evit an holl c’hoarierien met a vo cheñchet bemdez. Un taol-esae hepken a vo gant pep hini evit klask dastum ar muiañ a boentoù. Keñveriet eo disoc’h an holl c’hoarierien evit diskouez piv a zo bet an hini gwellañ evit an devezh.
Ar mod Arena a ginnig en em gannañ a-enep enebourien-veur bet trec’het endeo. Un doare a feson evit gourdonañ.
Ar mod Dreistc’hoari a zo ur stumm difiñv eus ar c’hoari, evit lemel kuit ar c’hostez dargouezhek. Gallout a reer, en doare-se, keñveriañ ar poentoù etre mignoned en ur vezañ sur n’eo ket dizingal ar c’hoari etre ar berzhidi.
choari
E brezhoneg eo bet troet Steredenn, ar pezh a zo ral a-walc’h. Nebeut-tre a c’hoarioù a vez kavet en hor yezh (SuperTux Kart, Freecol…) ha nebeutoc’h c’hoazh a c’hoarioù kenwerzhel. An hini nemetañ war ar savenn Steam eo evit ar mare. Steam a vez implijet kalz gant an dud a c’hoari war urzhiataer. War Xbox One e teuio er-maez ar c’hoari ivez, setu e vo ar c’hoari-video kentañ e brezhoneg o vezañ embannet war ul letrin-c’hoari. Evit lakaat e brezhoneg eo ret mont da gemmañ ar yezh en arventennoù. Troet eo bet ar c’hoari gant aozadur An Drouizig, a ra war-dro troidigezhioù brezhoneg meziantoù evel Mozilla Firefox pe Libreoffice, abaoe 2003.

12,99€ eo ar c’hoari, ha kavet e vez war Steam, Humble Bundle hag itch.io.
Evit kaout muioc’h a ditouroù, hag evit prenañ ar c’hoari : http://steredenn.pixelnest.io/

5 Commentaires

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.