Partager :

" /> Ar PS, ankou ar brezhoneg ! - 7seizh.info

Ar PS, ankou ar brezhoneg !

Soutenez 7seizh par Paypal

D’ar yaou 14 a viz Genver e veze studiet gant ar Vodadenn Vroadel ur c’hinnig lezenn gant ar c’hannad Paol Molag diwar-benn ar yezhoù minorelaet. Korbellet eo bet an destenn gant ar strollad sokialour daoust d’ar gannaded all, a bep tu, bezañ bet degemeret ar melladoù unan hag unan just a-raok. Mezhus e kav strollad Ai’ta! an doareoù-se d’ober.

Ur doare da vont war-raok goude nac’hadenn ar senedourien, d’an 28 a viz Here tremenet, da votiñ al lezenn evit gwiriekaat karta Europa ar yezhoù minorelaaet e oa ar c’hinnig lezenn-se. Gant 5 mellad e oa treut an danvez, met peadra da suraat mont en-dro ar skolioù Diwan ha da ziorren muioc’h ar c’helenn divyezhek publik a oa. Anv ‘oa ivez da gadarnaat ar panellerezh divyezhek ha da glask kreskiñ plas hor yezh e bed ar c’hleweled.

Degemeret eo bet holl melladoù ar c’hinnig lezenn gant ar gannaded, a-enep da ali ar gouarnamant, met da boent votiñ war hollad an destenn o deus goulennet kannaded ar strollad sokialour “mouezhiañ foran”, ha neuze lakaat kannaded ezvezant da votiñ. Korbellet an destenn eta, 14 mouezh a-enep da 13.

Gortoz e yafe ar c’hinnig lezenn d’ar Sened evit kempenn ha gwellaat melladoù a vije bet posubl, met kavet o deus gwelloc’h kannaded ar strollad sokialour skarzhañ diouzhtu an destenn.

Oberiant-tre eo bet ar gannaded Molac ha Le Fur a-hed ar prantad evit sevel un dedennus, harpet gant kannaded all a bep tu, en o zouez an Ao. De Rugy. Kannaded all Breizh avat n’int ket bet gwelet, padal e plij dezho embann disehan pegen tomm eo o c’halon ouzh ar brezhoneg !

Enebiezh daonet ar sokialourien er Vodadenn Vroadel ha dilennidi ar strollad Republikaned er Sened a-enep ar yezhoù minorelaet a ziskouez splann ur wech c’hoazh n’eo nemet drezo o unan e c’hello ar Vretoned cheñch penn d’ar vazh evit o yezh.

 

Munudoù ar votadeg :

Ar re o deus votet a enep ar raktres-lezenn :

Ibrahim Aboubacar (mayotte) PS
Yves Blein (Rhône) PS  Ne oa ket amañ , galloud roet 
Patrick Bloche (Pariz) PS
Émeric Bréhier (Seine et Marne ) PS
Jean-Jacques Bridey (Val de Marne) PS
Valérie Corre (Loiret ) PS
Pascal Deguilhem (dordogne) Ne oa ket amañ , galloud roet 
Yves Durand (Nord) PS
Anne-Christine Lang (Pariz) PS
Jean-Luc Laurent (Val de marne) PS
Dominique Lefebvre (Val d’Oise) PS
Michel Pouzol (Essonne) PS
Christophe Sirugue (Saône et loire) PS Ne oa ket amañ , galloud roet 
Pascal Terrasse (Ardèche) PS Ne oa ket amañ , galloud roet 

Ar re o deus votet evit ar raktres-lezenn :

Brigitte Allain (Dordogne ) EELV
Danielle Auroi (Puy de Dôme ) EELV
Denis Baupin (Pariz) EELV
Michèle Bonneton (Isère) EELV
Cécile Duflot (Pariz) EELV
François-Michel Lambert (Bouches du Rhône) Ecologistes
Véronique Massonneau (Vienne) Ecologistes
Paul Molac (Mor-Bihan) UDB
Barbara Pompili (Somme) Ecologistes)
François de Rugy (Liger-Atlantel) Ecologistes
Jean-Noël Carpentier (Val d’Oise) PRG
Paul Giacobbi (Korsika) PRG
Marc Le Fur (Aodoù-an-Arvor) LR

A propos de l'auteur

- Stourm a ra strollad Ai'ta! evit kas ar brezhoneg war-raok er vuhez foran hag er gevredigezh.

Visualiser 19 Comments
Ce que vous en pensez

Laisser un commentaire

XHTML: Vous pouvez utiliser les expressions html suivantes: <a href="" title=""> <abbr title=""> <acronym title=""> <b> <blockquote cite=""> <cite> <code> <del datetime=""> <em> <i> <q cite=""> <s> <strike> <strong>

Retrouvez 7seizh sur votre mobile où votre tablette Téléchargez l'application 7SEIZH.INFO

appstore L'application mobile pour Apple         playstore L'application mobile dans Google Play

Média participatif : contact(at)7seizh.info 0033 (0) 972 338 711 - regie.publicitaire(at)7seizh.info Mentions légales - Conditions générales d'utilisation

L’utilisateur s’interdit de manière non exhaustive :

- de diffuser des informations contraires à l’ordre public ou aux bonnes mœurs, - de détourner la finalité du service pour faire de la propagande ou du prosélytisme, de la prospection ou du racolage, - de publier des informations à caractère commercial, publicitaire ou constituant de la propagande en faveur du tabac, de l’alcool, ou de toute autre substance, produit ou service réglementé - de diffuser des contenus contrevenant aux droits de la personnalité de tiers ou présentant un caractère diffamatoire, injurieux, obscène, pornographique, offensant, violent ou incitant à la discrimination, à la violence politique, raciste, xénophobe, sexiste ou homophobe, - de publier des informations contrevenant à la législation sur la protection des données personnelles permettant l’identification des personnes physiques sans leur consentement, notamment leur nom de famille, adresse postale et/ou électronique, téléphone, photographie, enregistrement sonore ou audiovisuel, - d’accéder frauduleusement au site et notamment aux services interactifs, ainsi qu’il est indiqué dans les conditions générales d’utilisation du site.

7seizh.info ® Tous droits réservés-2012-2016 © 7seizh.info.