Prosez e lez-kastiz evit ur stourmer eus strollad Ai’ta! d’an 23 a viz C’hwevrer e Gwened.

13

D’ar Meurzh 23 a viz C’hwevrer tro 4 e 45 d’enderv e vo barnet ur stourmer eus strollad Ai’ta ! e lez-kastiz Gwened. Tamallet eo da vezañ kemeret perzh en un oberenn arouezel evit sevel a-enep politikerezh Skol-veur Kreistez Breizh evit ar brezhoneg. Disammet ‘oa bet totemoù panellerezh unyezhek dirak stand ar skol-veur e gouel etrekeltiek an Oriant e Miz Eost 2015.

Da heul an oberenn e oa bet savet klemm gant ar skol-veur evit lareroñsi. A-drugarez d’an trouz diwar ar c’hlemm-mañ, e oa en em gavet hor strollad gant prezidant Skol-veur Kreistez Breizh, Ao. Jean Peeters, a-benn eskemm war stad ar brezhoneg e skol-veur ar Mor-Bihan.

E-pad an emgav e oa bet savet kinnigoù pleustrek war meur a zachenn gant an dud o doa kemeret perzh ennañ ( Ai’ta !, Rannvro, Skol-Veur) : panellerezh divyezhek e kampusoù skol-veur (Gwened hag an Oriant), kreskiñ niver a eurioù brezhoneg kinniget evel danvez dibab diret gant sikour ar rannvro ha lakaet ‘oa bet ar gaoz war ur raktres aotreegezh kelenn divyezhek e Breizh. Engouestlet en doa Ao. Jean Peeters tenniñ klemm ar skol-veur

Koulskoude e vo ur prosez e lez-kastiz Gwened d’an 23 a viz C’hwevrer met hep ar skol-veur evit monet da gevrenn keodedel. Divizet en doa prokulor ar Republik derc’hel gant ar goulenn kastizañ.

War ar memes tro eo ret sevel al liamm etre ar prosez-se hag ar raktres-lezenn diwar-benn ar yezhoù minorelaet bet korbellet er Vodadenn Vroadel d’ar 14 a viz Genver. Un doare da vont war-raok goude nac’hadenn ar senedourien d’an 28 a viz Here da votiñ al lezenn evit gwiriekaat karta Europa ar yezhoù minorelaaet e oa ar c’hinnig lezenn-se. Korbellet eo bet an destenn gant ar strollad sokialour diwar goulenn ar gouarnamant.

Diskouez a ra splann ar prosez-mañ ivez enebiezh ar Stad hag ar gouarnamant a-enep ar yezhoù bihan ha d’ur gwir demokratel meneget e karta Europa yezhoù bihanniver (promesa Nn 56 an danvez prezidant Hollande e oa e gadarnaat..) hep kontiñ kaoz eus Karta an UNESCO war al liesseurted sevenadurel sinet gant ar Frañs e 2005 hag evel-just nann doujet.

Difennet e vo ar stourmer gant ar breutaer a Naoned, Yann Choucq, arbennigour war gwirioù ar minorelezhioù broadel en Europa ha stourmer politikel evit gwirioù ar pobloù. Ur mennad zo bet votet a-unvouezh  gant Kuzul Sevenadurel Breizh d’an 13 a viz C’hwevrer evit difenn tamallad Ai’ta dirak al lez-varn.

E prosez ar stourmer e vo ivez, Paul Molac, kannad ar Mor-Bihan, Lena Louarn, besprezidantez e-karg eus ar yezhoù Breizh er rannvro, ha Jean-Michel le Boulanger, besprezidant e-karg eus ar sevenadur hag ar c’hehentiñ.

 

13 Commentaires

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. Apprenez comment les données de vos commentaires sont utilisées.