Adframmañ an Ifremer : petra nevez ?

4

Da vare sizhunvezh ar brezhoneg, eus an 12 d’an 19 a viz Meurzh, e lakomp en a-raok bep a bennad e brezhoneg bemdez.

A l’occasion de la semaine de la langue bretonne, du 12 au 19 mars, nous vous proposons un article en breton à la une chaque jour.

semaine_langue_bretonne_2014_carrousel

Gant raktres ar prezidant François Hollande da zigreizennañ muioc’h ar Stad C’hall e oa deuet ar goulenn gwelet sez an Ifremer dont da Vrest o vezañ m’emañ darn vrasañ labour ar framm er vro-se. Goude enkadenn ar Vonedoù ruz e oa deuet Jean-Marc Ayrault, kentañ ministr d’ar poent-se, da sinañ an Emglev evit Dazont Breizh. D’ar c’houlz-se e oa bet embannet e vefe treuzkaset sez an Ifremer eus Issy-les-Moulineaux da Blouzane. Jeu a zo savet da-heul an diviz-se o vezañ ne save ket a-du ar sindikadoù. Daoust d’ar raktres bezañ bet kaset dirak ar justis eo bet kadarnaet hag eo krog al labourioù evit sevel savadur nevez an Ifremer e Plouzane. Ha prest e vo an traoù a-raok dilennadeg ar prezidant e 2017 ? N’eus netra sur.

War ar memes tro ez eus bet boulc’het ul labour gant ar soñj adframmañ an Ifremer : 20 kreizenn a gaver dre ar Stad C’hall, 5 pennañ ha 15 war an aodoù. E miz Even 2015 e oa anv da serriñ kreizennoù An Drinded-Karnag (56), Dinarzh (35), L’Houmeau (17) hag  Angelu (Anglet e galleg, 64), hep na vefe un dibab da vat c’hoazh. Deskiñ a reer hiziv e vo kadarnaet an dibab serriñ kreizenn an An Drinded-Karnag, ac’han 2018, da vare emvod ar C’homité central d’entreprise (CCE). Kreizenn l’Houmeau a vefe serret ivez, pa vefe miret an div greizennoù all avat.

ifremer_logo

4 Commentaires

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here