Kinnig labour : tuta a ra Diwan Breizh un den e-karg eus an implijidi

4

Emañ Diwan o klask war-lerc’h un den evit merañ an implijidi (statud Diwan ha statud Deskadurezh Stad), tro 380 implijad e 54 lec’h.

Labour : merañ ar c’hoskor, an tuta, ar red-micherel, ar stummadurioù ; ambrougañ ar renerien skolioù ha skolajoù en ho labour-ren ; ober war dro an holl ezhommoù liammet gant an implijidi, diavaez ar goproù.

Barregezhioù gortozet
• Stummet war gwir al labour
• Brezhoneg ha galleg flour dre gomz ha dre skrid
• Aotrouniezh ha gouest da labourat en ur skipailh
• Barregezhioù aozañ ha daremprediñ
• Mestroniañ binvioù ha poelladoù a bep seurt

Plas an den er framm
• Sterniad(ez) dindan aotrouniezh ar renerez ha darempredoù da gaout gant izili ar burev
• Labour da gas war-raok tost ouzh ar penn-servij kontouriezh

Live : Bak + 5 ha skiant prenet war ar vicher deuet mat

Lec’h labour : Servijoù rouedad Diwan e Landerne

Lizher ha CV e brezhoneg da gas da :
Renerezh Diwan – BP 147 – 29411 Landerne Cedex
renerezh@diwan.bzh / 02 98 21 33 69

DIWAN

4 Commentaires

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here