Mell-droad, mell-droad ha mell-droad

3

Demat deoc’h harperien
An Euro 2016 ? Mell-droad e pep-lec’h ? mell-droad ‘ba’n ti hag an ostaleri ? Dispar ! Dudi evit ar bobl, arc’hant evit ar vro, hag damankounaet ar peurrest !
Neuze evit ma vo plijusoc’h c’hoazh ho teizioù, setu un nebeut farsadennoù :

Petra eo sport muiañ karet ar gwenan ?
→ Ar mel-droad !

Ar vell-droad a zo evel ur fouzhadeg : unnek paotr c’hoant ganto he lakaat e-barzh !

Petra eo an diforc’h etre ur c’hoarier mell-droad hag un houligan ?
Ar c’hoarier a c’hell implij ar penn evit lakaat palioù, hag an houligan a c’hell implij ur bal evit mekaat pennoù !

Petra eo ar perzh boutin etre ur c’hoarier mell-droad hag e wreg ?
→ An daou a ra van !

 

©
© Frilouz 2016

 

©
© Frilouz 2016

 

©
© Frilouz 2016

 

©
© Frilouz 2016

 

©
©Frilouz 2016

 

Ken ar sizhun a zeu

3 Commentaires

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here