Pok d’am revr : 49-3 ho po ? Manuel Valz hag e vazh nevez

12

Demat deoc’h holl tudoù, penaos e tro ar bed ganeoc’h ? Petra ‘glever ? Manuel piv ? Manuel Valz o vont a-dreuz o c’hoari gant an 49-3 ?
Hopala neuze eo poent d’an den-houarn reiñ ur pok d’am revr ( ha gant an teod ), ha da gentañ fentadennoù evit c’hoarzin dirak ar skramm evel dioted jentil !

Petra eo ar perzh boutin etre ar stad gall ha Roko Sifredi ?
→ An daou en deus un 49.3 hag a ra poan !

Petra eo fest muiañ karet Manuel Valz ?
  → fest ar vazh !

Na rit ket bil ! Valz n’ankounac’ha ket tri zalvoud ar Stad-Pobl :
Reiñ a ra koad d’ar Frankizbourr d’ar Gevatalded, ha beuz d’ar Vreudeuriezh !

 

Ha mil ha mil tresadenn evit plijadur an daoulagad (c’hwec’h evit gwir)

 

©
(1) © . Frilouz . 2016 . Manuel Valz hag an Aotrou mezeg, n’eo ket yen e-barzh.

 

©
(2) © . Frilouz . 2016 . Toull-revr ar c’hallaoued, gouzañver kentañ an 49-3. Kizidik-tre al lagad a-dreñv.

 

©
(3) © . Frilouz . 2016 . Petra eo an 49.3 ? Brastres evit ar re na wel ket mat mont en-dro an 49-3.

 

©
(4) © . Kim Jong-un, Tad benniget Korea an Norzh, bamet ouzh labour Manuel. Frilouz . 2016 .

 

©
(5) © . Frilouz . 2016 . C’hoant-c’hoari dañjerus, ar maodiern kentañ a oar hadañ karantez

 

©
(6) ©   . Frilouz . 2016 Tadig Fañch ha Manuel

 

Hag evit echuiñ, setu rollig ofisiel lesanvioù an aotroù Vallz, mar plij kemerit, digoust eo :

Manu e Vazh, an Aotrou 49-3, Kurunig ar Republik, Dug an echeve, Trouzig-brezel, Manu mil-poan (evidomp), Vallsig, an Den-Houarn, Valz Jong-Un, Bleizig lupr, Manu kig-ruz, Bazh-man (pe ar Paotr Bazh), Tan Katalan, Man-uhel an eien, Roched arnevek, ar Ruzc’hoarzh, Manu maen-teuz, ar Sokialour huo!, Penntiern ar penn-tan, Roched Mac’h, Kollet-e-c’hoarzh, Lutun ar pempvet, Kravatenn denn, Manu minwask, Karg-hon-toull,  Manu Egar, Manuel Fals, Maodiern Broc’h gall, Manu lavarour, Valz a zifrae, Manu penn-maout
(an hini a oar a gontinu)

 

Ken ar sizhun a vo,
ha pok d’am revr !

Frilous

12 Commentaires

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here