Beaj e Kernev-Veur hag e Plymouth

4

Brezhoneg e Brest ha Setu a ginnig deoc’h ur veaj fromus – e brezhoneg mar-plij! – gant dizoloadennoù ha kejadennoù e-leizh. Deuit ganeomp eus ar 26 a viz Here d’ar 1añ a viz Du 2016 e Kernev-Veur hag e Plymouth.

Plijadur hon devo gant liested al lec’hioù ha gweledva e Kernev-Veur, eus Penn-an-Wlas (Penn-ar-Bed) da v-Bodmin Moor gant e vrug hag e bradoù, kement ha gant e reier glas!
Estreget ur porzh stag e vo Plymouth deomp, tro hon devo da bourmen er straedoù hag arvestiñ unan eus abadennoù etrevroadel kentañ pezh-c’hoari Merc’h an Eog, krouet gant Teatr Piba haTheatr Genedlaethol Cymru.
Evit echuiñ e vo profitet eus an natur hag eus an dudioù (krapaat er gwez, douarguzhat, h.a.) eTamar Trails Centre war harzoù Kernev-Veur ha Devon.

Ar brezhoneg a vo e kreiz ar veaj, hep bezañ ur redi evit kemer perzh, ar chañs ho po da vezañ soubet ennañ ha da vont war-raok gantañ.

Roll ar veaj :
26/10 Loc’hañ eus Brest (12:00). Loc’hañ eus Rosko (15:00), degouezhout e Plymouth (20:10).
• 26/10 Nozvezh e YHA Penzance
27/10 Dizoleiñ: Penn-an-Wlas – Land’s End
• 27/10 Nozvezh e YHA Portreath
28/10 Dizoleiñ: Portreath ha tro-war-dro
• 28/10 Nozvezh e YHA Portreath
29/10 Dizoleiñ: Bodmin Moor
• 29/10 C’hoariva: Merc’h an Eog e The House, Plymouth University
• 29/10 Nozvezh e Plymouth
30/10 Dizoleiñ/dudi: Tamar Trails Centre
• 30/10 Nozvezh e Plymouth
31/10 Dizoleiñ/amzer vak: Plymouth
• 31/10 Loc’hañ eus Plymouth (22:00)
01/11 Degouezhout e Rosko (08:00). Degouezhout e Brest (09:30).

E-barzh letioù yaouankiz e vo kousket e Kernev-Veur, kavet e vo peadra da geginañ eno. N’eo ket sklaer evit Plymouth c’hoazh.

Niver a dud:
Miret eo bet ar veaj evit 9 den a-benn aesaat an aozadur. Gallout a rafe bezañ brasaet an niver a enskrivadurioù hervez ar goulenn koulskoude. Kentañ enskrivet, kentañ kadarnaet (rannbae paeet da vihanañ).

Enskrivadenn:
Goulennet e vez diganeoc’h ur rannbae (100,00€) pe ur paeamant klok (300,00€) dre gartenn-bank pe dre ur chekenn, enkefiet kerkent resevet, a-benn bezañ enskrivet. Serret e vo an enskrivadurioù d’an 10 a viz Gwengolo 2016 ha goulennet e vo diganeoc’h paeañ ar peurrest a-raok an 10 a viz Here 2016.
Gallout a rit menegiñ an niver a dud a gemero perzh er veaj el lec’hiad paeañ PayPal. Trugarez da ziwall rak an titouroù meneget e PayPal, deomp da c’hellout o implijout evit mont e darempred ganeoc’h.
E kenkas e vije leun ar strollad, ha paeet ganeoc’h an dle koulskoude, e vo restaolet ho arc’hant dindan 7 devezh (hep kontañ termenoù PayPal) deoc’h.

Priz: 300,00€/zen (hep ar gretadurezh)
An treuzdougen (karrig-boutin, karrlestr, eoul-mein), ar bod hag an dudioù a zo kontet e-barzh ar priz-mañ. N’eo ket kontet ar gretadurezh, ar boued hag an dudioù nann-raktreset.

Kretadurezh:
Rankout a ra an holl berzhidi emezelañ da v-Brezhoneg e Brest (0-15€) a-benn profitañ deus kretadurezh ar gevredigezh. Na c’hellomp ket degemer minored hep den e karg abalamour da framm ha kiriegezhioù Brezhoneg e Brest. Trugarez deoc’h.

Titouroù:
Na vezit ket chalet da zont e darempred ganeomp evit gouzout hiroc’h.
Brezhoneg e Brest – e ti SKED
18, Straed Duguay-Trouin
29200 BREST

• 06 19 29 01 97
• brest@spot.bzh

 

4 Commentaires

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.