Roomp frankiz d’an energiezhioù sitoaïan !

7
4

D’ar gwener 16 a viz Gwengolo – da geñver o emvod meur bet dalc’het e Kemper – o deus tud ar gevredigezh Amis de la Transition Energétique de l’Ile de Sein (ATREIS) embannet o c’hoant da gas an embregerezh liesvroadel EDF dirak al lez-varn get ar soñj diskleriañ o monopol.

« Setu 30 vlez bremañ emañ an embregerezh EDF ouzh hor lorbiñ. Er gouiet a reomp mat ! Trawalc’h ! Bremañ eo deomp-ni da gas an traoù war-raok » eme François SPINEC, pesketour war Enez Sun hag ezel a guzul-ren IDSE.

Diwar youl ha c’hoant annezidi Enez Sun e oa bet lañset Ile de Sein Energies e 2013 get ar pal diorren an energiezhioù padus war an enezenn ha kreskiñ an obererezh ekonomikel. Meur a wezh – a-c’houde 1984 da vihanañ – ez eus bet kemennet e vefe bihanaet lodenn ar fioul (rak 100% ag an tredan war an enezenn a zo produet diwar ar fioul). En desped d’an dra-se, an embregezh EDF he deus lakaet skoilh da gement raktres kinniget evit mont war an hent-se o tisplegiñ bep gwezh e oant dibosubl da gas da benn.

Daoust ha m’eo bet sinet emglev Pariz war cheñchamant an hin (COP 21) hag en desped d’al lezenn war an treuskas doare energiezhioù ha d’an eskemmoù get ar Vinistrerezh eo deuet da benn EDF da zerc’hel he monopol ha da stankañ an hent da gement intrudu ‘zo bet evit cheñch an traoù.

Setu perak e faot da IDSE dougen klemm a-enep d’ar Stad gall ; hennezh en deus roet d’an embregerezh EDF ur monopol war meriñ rouedad ha sistem tredan an enezenn. Ar monopol-mañ na zouj ket ouzh reolennoù kevezerezh frank ar Feur-emglev european a soñj d’ar glemmerion.

Evit Patrick SAUTIER, pennrener IDSE : « e para sistem EDF a gas obererezhioù sitoaïan a lakfe an traoù da vont war an tu mat. Un afer a lezenn an hini eo met un afer a etik ivez. Arabat eo e vefe foeltret an argant foran. Ret eo o impljout kentoc’h evit mad an holl hag evit gwareziñ hon endro ». Douget e vo klemm war un dro e Bro-C’hall hag e Brussel. »

Get harp ar gevredigezh Force 5 e kemenn ATREIS dirak hec’h izili (degadoù anezhe diwar ar 600 ezel bennak a gont ar gevredigezh) m’he deus lañset ur c’houlzad crowdfunding war savenn citizen evit skoazelliñ hag arc’hantaouiñ obererezh lezennel IDSE. Kontiñ a ra an div gevredigezh war an dud evit sevel 15 000 euro e korf 40 devezh.

« A-bouez eo harpiñ un intrudu lec’hel a-seurt-se a zo e bal diorren ar vro ha stourm ouzh cheñchamant an hin. Ur skouer a-feson eo ag ar perzh a c’hell bout kemeret gant ar sitoaïaned er vuhez publik hag en divizoù a sell ouzh ar c’horn-bro e-lec’h ma vevont. » eme Jean-Yves QUEMENEUR, prezidant Force 5.

Evit gwelet ar film-kinnig, klikit amañ.

ROOMP FRANKIZ D’AN ENERGIEZHIOÙ SITOAïAN !

7 COMMENTS

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.