Histoire et littérature britonne : Kafedioù Istor e Kemper

7
KAFEDIOÙ ISTOR, LENNEGEZH HA YEZH 2016-2017
 
 


Adstagañ a reomp gant Kafedioù Istor, Lennegezh ha Yezh, hevlene en-dro d’hon Istor war hir amzer, d’hol lennegezh ha d’hon yezh, met ivez da yezhoù all Europa.

Setu steuñv ar bloavezh o tont neuze :

-“Indez-Europiz” (Rafael Urien) : 5 Du

-“Ar Gelted” (R. Urien) : 19 Du

-“Ar Sketla Segobrani” (Tepod Mab Kerlevenez) : 3 Kerzu

-“Preden dizalc’h ha roman” (R. Urien) : 17 Kerzu

-“Eus Preden d’ar broioù predenek (4re-12vet kantvedoù)” (R. Urien) : 7 Genver

-“An henvrezhoneg” (Yannig Laporte) : 21 Genver

-“An darempredoù etre Breizh ha Bro-C’hall hag istor diavaez ar brezhoneg” (R. Urien) : 4 C’hwevrer

-“Istor dibarzh ar yezhoù predenek” (R. Urien) : 25 C’hwevrer

-“Istor Kembre” (R. Urien) : 11 Meurzh

-“Istor Kernev-Veur” (R. Urien) : 25 Meurzh

-“Istor an Emsav” (R. Urien) : 8 Ebrel

-“Ar galizeg” (Y. Laporte) : 29 Ebrel

-‘An anvioù-lec’h” : 13 Mae

D’ar Sadorn da 14e30 e krogo pep Kafedi Istor en davarn Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

Adlakaat a reomp da soñj palioù ar Gevredigezh vrezhon : krouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt :
. displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…)
. c’hoariva
. abadennoù sonerezh liessdoare
. mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi…

Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh diouzh un tu ha Breizh hag ar broioù keltiek all diouzh un tu all

Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal ar Gevredigezh Vrezhon…Mard oc’h dedennet gant hon embregadenn, daoust deoc’h na c’hellout mont da Gemper, e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornbro

Trugarez deoc’h da gemenn deomp mard emaoc’h e soñj dont pe get

Aozet gant ar Gevredigezh Vrezhon
(resisadurioù : kevredigezhvrezhon@yahoo.ie)

7 Commentaires

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.