Kemper : Kafedi Istor “AR GELTED” (lusket gant Rafael Urien)

5
5

D’ar Sadorn 19 a viz Du 2016, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

 

N’eo ket gwall splann an tremen eus ar gumuniezh indez-europat d’ar Gelted, pa zeuont war-wel en Istor diwezhat a-walc’h. Hag emdroet o deus a-hed o istor, eus sevenadurezh Hallstatt da hini La Tène pergen. Diazezet e Kreizeuropa hepken da gentañ, astennet o deus o sevenadurezh war ar pep brasañ eus Kornôg Europa, betek Preden hag Iwerzhon, Iberia, Norzh Italia, met ivez, war-zu ar Reter, betek ar Balkanoù ha Turkia a-vremañ zoken. Petra a oa doareoù pennañ o sevenadurezh ? Souzet o deus a-benn ar fin, dirak ar Romaned pergen, evit inchajiñ o sevenadurezh e inizi Gwalarn Europa, Preden hag Iwerzhon, ha betek Breizh a-vremañ da c’houde.
 datauri-file
 


Adlakaat a reomp da soñj palioù ar Gevredigezh vrezhon : krouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt :
. displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…)
. c’hoariva
. abadennoù sonerezh liessdoare
. mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi…

Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh diouzh un tu ha Breizh hag ar broioù keltiek all diouzh un tu all

Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal ar Gevredigezh Vrezhon…Mard oc’h dedennet gant hon embregadenn, daoust deoc’h na c’hellout mont da Gemper, e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho korn-bro

Trugarez deoc’h da gemenn deomp mard emaoc’h e soñj dont pe get

Aozet gant ar Gevredigezh Vrezhon
(resisadurioù : kevredigezhvrezhon@yahoo.ie)

5 COMMENTS

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.