Kemper : Kafedi Lennegezh, Ar Sketla Segobrani

0
7

D’ar Sadorn 3 a viz Kerzu 2016, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

 

Ar Sketla Segobrani, troioù-kaer faltaziek ar brezelour kelt Segobraneos, eus meuriad al Lingoned, zo anezho un dastumad teir levrenn skrivet e brezhoneg gant Meven Mordiern, Frañsez Vallée hag Emil Ernault hag embannet e 1923. Berzh bras ar reas an istor-se e metoù ar Vrezhoned desket etre an daou vrezel-bed, ha dont a reas an oberenn hec’h-unan da vezañ unan diazez eus al lennegezh vrezhon, abalamour pergen da binvidigezh ar yezh arveret ha d’ur brezhoneg unvan evit ar wech kentañ abaoe nouspet kantved. Aet diwar an eñvorioù goude an Eil Brezel-Bed e kinnigo Tepod Map Kerlevenez un displegadenn anezhi, ha lenn a rayo arroudoù anezhi da geñver ur C’hafedi Lennegezh.
 skeudenn
Adlakaat a reomp da soñj palioù ar Gevredigezh vrezhon : krouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt :
. displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…)
. c’hoariva
. abadennoù sonerezh liessdoare
. mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi…

Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh diouzh un tu ha Breizh hag ar broioù keltiek all diouzh un tu all

Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal ar Gevredigezh Vrezhon…Mard oc’h dedennet gant hon embregadenn, daoust deoc’h na c’hellout mont da Gemper, e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornbro

Trugarez deoc’h da gemenn deomp mard emaoc’h e soñj dont pe get

Aozet gant ar Gevredigezh Vrezhon
(resisadurioù : kevredigezhvrezhon@yahoo.ie)

 

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.