Partager :

" /> Kenderc’hel a ra ar Stad C’hall da zistruj ar brezhoneg! - 7seizh.info
Publié le: lun, Jan 2nd, 2017

Kenderc’hel a ra ar Stad C’hall da zistruj ar brezhoneg!

Soutenez 7seizh par Paypal

Ur panellerezh divyezhek brezhoneg-galleg par-ouzh-par a zo bet krouet gant Park Natur Rannvroel ar Mor Bihan (PNR).

Staliet eo bet neuze ar panelloù-se e mont e-barzh ar c’hêrioù ha war word hentoù an Departamant. Doujañ a reont da garta ar PNR a-fet divyezhegezh.

Panell staliet gant ar strollegezhioù lec’hel

Staliet eo bet seurt panelloù e mont tre ar Park war vord hentoù ar Stad ivez.
Met aze eo bet dilamet ar brezhoneg!

Panell staliet gant an DIRO (servijoù ar Stad)

Ul labour a-ratozh zo bet kaset da benn neuze gant servijoù ar Stad-C’hall evit diverkañ ar brezhoneg ! Ur giladenn eo hag a ziskouez splann youl fall ar Stad hag an energiezh lakaet ganti evit ma‘z afe hor yezh da get.
Gant ar skouer-mañ e weler mat penaos e vez lakaet da fall gant ar Stad ar strivoù graet gant an dilennidi lec’hel evit reiñ ur plas dereat d’ar brezhoneg.

Ouzhpenn-se ne zouj ket ar Stad d’an engouestloù bet kemeret ganti. E miz Here 2015 e oa bet sinet ur c’henemglev ispisial etre ar Stad ha Rannvro Breizh diwar-benn yezhoù Breizh. Raktreset eo ennañ e vefe staliet panelloù divyezhek war vord an hentoù-Stad. Betek-henn n’eus bet graet striv ebet gant ar Stad evit ar brezhoneg.

Nac’hañ a reomp an dispriz-se. Setu perak hon eus kroget da sikour ar Stad da staliañ panelloù divyezhek war vord an hentoù. Distaliet eo bet ganeomp ar panelloù nevez bet lakaet e plas ha kenderc’hel a raimp d’en ober war vord hentoù-tizh Breizh betek ma vo staliet panelloù divyezhek par-ouzh-par gant ar Stad.

 

Strollad Ai’ta!

A propos de l'auteur

- Stourm a ra strollad Ai'ta! evit kas ar brezhoneg war-raok er vuhez foran hag er gevredigezh.

Laisser un commentaire

XHTML: Vous pouvez utiliser les expressions html suivantes: <a href="" title=""> <abbr title=""> <acronym title=""> <b> <blockquote cite=""> <cite> <code> <del datetime=""> <em> <i> <q cite=""> <s> <strike> <strong>

Retrouvez 7seizh sur votre mobile où votre tablette Téléchargez l'application 7SEIZH.INFO

appstore L'application mobile pour Apple         playstore L'application mobile dans Google Play

Média participatif : contact(at)7seizh.info 0033 (0) 972 338 711 - regie.publicitaire(at)7seizh.info Mentions légales - Conditions générales d'utilisation

L’utilisateur s’interdit de manière non exhaustive :

- de diffuser des informations contraires à l’ordre public ou aux bonnes mœurs, - de détourner la finalité du service pour faire de la propagande ou du prosélytisme, de la prospection ou du racolage, - de publier des informations à caractère commercial, publicitaire ou constituant de la propagande en faveur du tabac, de l’alcool, ou de toute autre substance, produit ou service réglementé - de diffuser des contenus contrevenant aux droits de la personnalité de tiers ou présentant un caractère diffamatoire, injurieux, obscène, pornographique, offensant, violent ou incitant à la discrimination, à la violence politique, raciste, xénophobe, sexiste ou homophobe, - de publier des informations contrevenant à la législation sur la protection des données personnelles permettant l’identification des personnes physiques sans leur consentement, notamment leur nom de famille, adresse postale et/ou électronique, téléphone, photographie, enregistrement sonore ou audiovisuel, - d’accéder frauduleusement au site et notamment aux services interactifs, ainsi qu’il est indiqué dans les conditions générales d’utilisation du site.

7seizh.info ® Tous droits réservés-2012-2016 © 7seizh.info.