« Klev’ta », une émission en breton sur RCF Côtes d’Armor

0

 

Un abadenn-radio nevez e brezhoneg : KLEV’TA !

An Aotrou Denis Moutel, eskob Sant-Brieg ha Landreger, e felle dezhañ e vefe skignet adarre un abadenn vrezhonek war wagennoù RCF-Côtes d’Armor, ur radio kevredigezhel eus ar vro gant ur spered kristen. Ha setu m’eo lañset, abaoe miz Gwengolo, an abadenn KLEV’TA, a bad un hanter-eurvezh.

An abadennoù, dedennus kenañ, int kaset gant Mikael Korle, Jef Philippe hag Ifig Gwilhou. Pediñ a reont tud all da zont da gomz ganto diwar-benn a bep seurt traoù.

Tu ‘zo d’he selaou bep meurzh da 11 eur ha da 6 eur hanter noz, hag ivez bep sadorn da 10 eur hanter.

Dre FM : 98.8 evit Gwengamp, 102.10 evit Lannuon, 100.6 evit Sant-Brieg. Moian ‘zo da glevet an abadennoù ivez (ha d’o adklevout) war an Internet : rcf.fr

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here