Home Annonces Culturelles Kemper : Kafedi Yezh, « An henvrezhoneg » (lusket gant Yannig Laporte)

Kemper : Kafedi Yezh, « An henvrezhoneg » (lusket gant Yannig Laporte)

D’ar Sadorn 21 a viz Genver 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER
Goude freuz ha reuz an Impalaeriezh Roman e teuas war wel broadelezhioù nevez. Lod anezho a lezas o anv, ha tra ken. Unan avat a lezas ouzhpenn un anv, met ur yezh ivez : Breizh an hini eo.
Ar Vrezhoned, staliet en Douar-Bras a-c’houde kantvedoù, a oa bet niverus, urzhiet ha kreñv a-walc’h evit diazezañ ur vroad nevez, dezhi ur yezh arveret e-skoaz al Latin. Paot a-walc’h eo ar skridoù a lezjont dimp, daoust da reuzioù an Istor.
Studiet e vo, goude ur sell a-dreñv en istor ha goude un tamm displegadenn diwar-benn emdroadur ar predeneg, perzhioù pennañ yezh kempredidi Nevenoù. Ur yezh tost ha pell diouzh hon brezhoneg war un dro, gwellañ melezour ur gevredigezh e barr he bleñv, ereet ouzh an Inizi hag hi en Douar-Bras.
 
 
Adlakaat a reomp da soñj palioù ar Gevredigezh vrezhon : krouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt :
. displegadennoù mareadek war dodennoù liesseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…)
. c’hoariva
. abadennoù sonerezh liesdoare
. mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi…

Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh diouzh un tu ha Breizh hag ar broioù keltiek all diouzh un tu all

Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal ar Gevredigezh Vrezhon…Mard oc’h dedennet gant hon embregadenn, daoust deoc’h na c’hellout mont da Gemper, e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho korn-bro

Trugarez deoc’h da gemenn deomp mard emaoc’h e soñj dont pe get

Aozet gant ar Gevredigezh Vrezhon
(resisadurioù : kevredigezhvrezhon@yahoo.ie)

 

NO COMMENTS

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.

Social Media Auto Publish Powered By : XYZScripts.com
7seizh.info

GRATUIT
VOIR