Galv : aozomp Gouel broadel ar Brezhoneg 2017 asambles !

0

Aozomp Gouel Broadel ar Brezhoneg asambles !

D’an 19 ha d’an 20 a viz Mae 2017 e vo aozet Gouel Broadel ar Brezhoneg 2017 e Langoned (56-kreiz Breizh), gant ar gevredigezh Mignoned ar Brezhoneg. Gouel an holl vrezhonegerezed ha brezhonegerien eo an darvoud-mañ. Sonadegoù dindan ur chapito, c’hoarioù evit ar re vihan hag ar re vras, c’hoariva, standoù, ur fest-noz, ur gêriadenn tro-dro d’an niverel zo raktreset dija.

Ur c’hevrat zo bet sinet etre ar gevredigezh he doa aozet ar Gouel Broadel ar Brezhoneg e Kawan ha Mignoned ar Brezhoneg evit ma vefe doujet ouzh karta ar gouel. Gant ar gevredigezh Bod Kelenn hag a labour war tachenn Bro ar Roue Morvan e kenlabouromp ivez.

Pediñ a reomp an holl dud, strolladoù pe kevredigezhioù a fell dezho kinnig ur raktres d’en ober. Abadennoù, atalieroù, taolioù-gren, diskouezadegoù, c’hoarioù: digor eo ar programmadur.

Evit ar wech kentañ abaoe 2014 e vo aozet en-dro an Taol-lañs ivez, d’ar Gwener 19/05, evit lakaat ar strolladoù a grou sonerezh a-vremañ e brezhoneg war-wel. Digor eo an enskrivadurioù!

Deuit e darempred ganeomp a-raok fin miz C’hwevrer, evit kemer perzh ha kinnig ho raktres!

Mignoned ar Brezhoneg
06.11.70.65.92 / darempred@mignoned.bzh / www.mignoned.bzh

 

 

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here