Kemper : Kafedi Istor : “Istor diabarzh ar yezhoù predenek” (lusket gant Rafael Urien)

0
D’ar Sadorn 25 a viz C’hwevrer 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER
En tu-hont d’an diforc’hioù lec’hel, a c’haller marteze ober anezho “rannyezhoù”, e c’haller lavarout o doa Brezhoned Preden, en Henamzer, ur yezh a reomp-ni “predeneg” anezhi.
Darvoudoù ar Grennamzer uhelañ o deus disrannet, tamm ha tamm, ar vroad vrezhon e teir lodenn (ma ne gonter ket Brezhoned an Norzh), Kembre, Kernev-Veur ha Breizh.
Tra m’en em zisrannas evel-se ar Vrezhoned en em zisrannas ivez o yezh, a zeuas tamm ha tamm da vezañ yezhoù a-ziforc’h : ar brezhoneg, ar c’hembraeg hag ar c’herneveureg. An emdroadurioù soniadel, ar c’heriaoueg, an ereadurezh, ar c’hemmoù-ster a lakaas an teir fobl d’en em gompren an eil re gant ar re all nebeut-ouzh-nebeut.
Daoust da se e c’haller hiziv an deiz c’hoazh merzout hep re a boan kerentiezh hor yezhoù, a chom aes a-walc’h da zeskiñ evit an div bobl all.
 
Adlakaat a reomp da soñj palioù ar Gevredigezh vrezhon : krouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt :
. displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…)
. c’hoariva
. abadennoù sonerezh liessdoare
. mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi…

Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh diouzh un tu ha Breizh hag ar broioù keltiek all diouzh un tu all

Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal ar Gevredigezh Vrezhon…Mard oc’h dedennet gant hon embregadenn, daoust deoc’h na c’hellout mont da Gemper, e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornbro

Trugarez deoc’h da gemenn deomp mard emaoc’h e soñj dont pe get

Aozet gant ar Gevredigezh Vrezhon
(resisadurioù : kevredigezhvrezhon@yahoo.ie)

Kemenn da skignañ mar plij !

 

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here