Ti-kêr Gwened: ur gwir youl evit kas àr-raok ar brezhoneg ?

0

Staliet ez eus bet get ti-kêr Gwened ur panellerezh nevez-flamm e galleg hepken e ti ar c’hevredigezhioù. Savadur ar skol polis e oa gwezhall.
Ha se daoust emañ lodenn arall ag ar savadur é reiñ bod d’ar skolaj Diwan Mor-Bihan
abaoe Miz Kalañ-Gouiañv (Du) 2016! Get ar vezh !  

skolaj diwan ar Mor-Bihan

Fazi (met bout zo bet meur a unan dija)? Divarregezh servijoù an ti-kêr? Pe emzalc’h an dilennidi “é tenniñ d’ar jezuisted” doc’h ar brezhoneg  ? (hrevez ster gwazhaus ar ger-mañ : da larêt eo gerioù brav, pe fromus  dirak an dud , met àr-dreñv  ne reont ket foutr kaer ag ar paour-kaezh brezhoneg ha ne faot ket dezhe chañch tra erbet e gwirionez pe d’ar gwazhañ toud roiñ an tamm aluzen d’ar paourkaezh Yann vrezhoneger  klasker bara ! )

Kroget e oa “mat” an traoù neoazh daou vlez zo ! Pa oa bet dilennet an Aotrou Maer David Robo e miz Meurzh 2014 e oa bet anvet gantañ  Patrick Mahé èl kuzulier-kêr dileuriet e-karg ag ar brezhoneg, sevenadur Breizh hag an darempredoù etrevrodal Breizh. En gavet e oa ar strollad  da gentañ get ar maer ha goude get ar c’huzulier ti-kêr dileuriet.  Reit e oa bet dezhe un teul get kinnigoù fetis evit kas àr-raok ar yezh e Gwened !

Daou vlez goude, netra pe dost ha memes traoù a ya àr-gil ! 

Un nebeut skouerioù  :

  • Chomet eo bout Kêr Gwened da live 1 karta  “Ya d’ar brezhoneg” reit e Miz an Azvent 2007 (pevar live a zo enni), Hrevez engouestloù kemeret get an ti-kêr e vehe bet tizhet al live 2 3 blez goude.  9 blez goude gortoz pell, gortoz gwell ???
  • Ne gresk ket mui niver a vugale en hentadoù divyezhek er gumun ha gwazhoc’h c’hoazh emañ niver a vugale é tigreskiñ abaoe an distro-skol 2016, en tu kontrel ag ar pezh a c’hoarvez e kêrioù a-live get Gwened  (mammenn : sifroù distro-skol ar c’helenn divyezhek , Ofis ar brezhoneg  2014/2015/2016) ,
  • Lodenn e brezhoneg ag al lec’hienn internet ti-kêr Gwened n’eo ket mui hizivaet abaoe un nebeut mizioù . Da vare e oa bet savet al lec’hienn (tost 10 vlez ‘zo) e oa an ti-kêr é paboriñ e oa al al lec’hienn get ar muiañ  niver a gerioù e brezhoneg ! Ne oa ket faos met abaoe emañ an ostilh-se àr-lerc’h ar mare é pesketa !,
  • Raktres eil magouri ar gevredigezh Babigoù Breizh a zo aet da get dre faot ur gwir souten a-berzh ar strollegezhioù lec’hel , ti-kêr Gwened en o zouez ! ,
  • Ma vez kavet brezhoneg en 2 vediaoueg digoret abaoe 2 vlez n’eo nameit dre ar gwask bet lakaet get Ai’ta ! (ne oa ket raktreset skritell divyezhek erbet er raktresoù panellerezh, ha lakaet eo bet brezhoneg goude !) ,
  • Chañchet ‘vez plankennoù straed ar c’harter istorel (staliet tost 10 vlez zo, get un tamm brezhoneg àrne) tamm ha tamm get plankennoù straed “klasel” unyezhek! D’ar memes koulz e vez staliet  get Kemper ha Naoned plankennoù-straed divyezhek bremañ …. ,
  • Diaes eo kompren poell ar panellerezh-hent e Gwened : ur wezh diyhezhek, ur wezh hanter-divyezhek hag a wezhoù nann-divyezhek ( ha get fazioù yezh oc’hpenn rak ne faota ket an ti-kêr kas ar “mat da dennañ” d’an ofis evit bout reizhet !)
  • Ur panellerezh glad e galleg nemetken daoust d’an engouestloù àr ar poent-se lakaet er garta e 2007 , memes pa ‘vez chañchet panelloù zo pe krouet reoù nevez, ,
  • Ti-post kreiz Gwened nevesaet un nebeut mizioù-zo hep brezhoneg ha lakaet abaoe un nebeut panelloù divyezhek dreist ar c’hontoerioù en ur mod arouezel ha kollet en ur mor a c’halleg ! (ur youl gwir evit goulenn groñs un divyezhegezh dereat, pa oa bet kroget al labourioù, a vehe bout efedusoc’h. N’en defe graet an ti-kêr mann erbet evit ar brezhoneg en ti-post ma ne oa bet kaset ur bochad  posteloù ha taolioù pellgomz d’an ti-kêr get ur strollad orañjez siwazh ! ),
  • Lid-digeriñ un Ti ar Vro, get ur feurm gwall disasur ( 3 blez hepken, ur feurm a c’heller bout adnevesaet bep blez, nameit ma vo kaset ul lizher get an ti-kêr 2 viz araok..) en ur savadur lec’h ma oa gwezhall kevrenn ar gwir Skol-veur Kreisteiz Breizh.  Fiziet eo bet ar savadurioù (an estaj kentañ, goullo eo an eil estaj) d’un emglev bro get ur gevrat termenet ha digoret d’an daoulamm un “ti ar vro” hep implijad 6 miz goude bet digoret. “Da freskaat” emañ al lec’hioù hag dav eo d’ar c’hevredigezhioù o defe c’hoant (c’hoazh !) d’en em staliiñ da baeiiñ an tredan, an dommerezh, preniñ o bonnoù wifi mui ar c’houmanant rouedad ! Diaes komz a vrokusted a-berzh an ti-kêr neuze ! Ha ma vehe ar c’hoant get an ti-kêr da adtapout savadurioù (kastell an erminig)  bet implijet gant Skol Uhel ar vro (lakaet e ti ar vro)  a vehe kaoz ?
  • Erfin pa vez kavet un tamm brezhoneg get an ti-kêr (dav eo klask mat memestra ! ) emañ al lodenn e brezhoneg 3 pe 4 gwezh bihannoc’h evit ar galleg ! Skritelloù lakaet evit hetiñ ar blezad nevez a oa ur skouer a-feson ! Dav e oa d’ar paourkaez Yann vrezhoneger bleinier chom a-sav get e oto dirak ur skritell evit stadañ da vat e oa skrivet (burzhud !) un tamm brezhoneg àrne !  (get riskloù gwallzarvoudoù oc’hpenn! lâret e oa bet deoc’h e oa dañjerus ar brezhoneg àr an hentoù ! )

Neuze , da betra a servij ur c’huzulier “dileuriad” e-karg ag ar brezhoneg n’en desu galloud erbet evit kas àr-raok an traoù e servijoù an ti-kêr ? Sklaer èl lagad an naer ne faot ket d’an ti-kêr kas da benn ur gwir politikerezh yezh evit ar brezhoneg !

Met petra soñjal ivez ag ar c’homzoù dibunet get ar maer, David Robo, e kuzul rannvro Breizh, pa emañ é tisklêriiñ eo prest Ti-kêr Gwened da zegemer un eil lise Diwan ? Peadra da huñvreal !!!! Peseurt ster reiñ da seurt komzoù pa ne ra netra ti-kêr Gwened abaoe 2 vlez evit kas ar brezhoneg àr-raok pe diorren ar c’helenn divyezhek ?

Aliañ a reomp reomp neuze d’an Aotrou Maer da gejañ get e genseurt eus Kemper, a-benn gwelet penaos kas da benn ur politikerezh youlek evit ar brezhoneg er gêr kreiz hag en tolpad ! 

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here