Kemper : Kafedi Istor : “Istor Kernev-Veur” (lusket gant Rafael Urien)

0

D’ar Sadorn 25 a viz Meurzh 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

Ul lodenn eus Preden ne oa ken Mervent an enez, annezet gant Dumnonii, treuzfurmet e rouantelezh Devnon (pe Domnonia) e dibenn an Henamzer/deroù ar Grennamzer, disrannet diouzh ar Vrezhoned all avat goude emgann Dyrham e 577. Ul lodenn eus he foblañs a zivroas da Walarn Galia, a zeuas da vezañ Breizh, ha rouaned o defe renet war an dro war an daou du eus ar mor, evel Mark Konomor er VIvet kantved.
Da heul kiladenn ar Vrezhoned dirak araokadennoù Saksoned rouantelezh Wessex e lezas rouantelezh Devnon plas da hini Kernev-Veur, faezhet a-benn ar fin gant Wessex en IXvet-Xvet kantved : echu e oa gant he dizalc’hiezh. Adalek donedigezh an Normaned e dibenn an XIvet kantved hepken avat e teuas yev ar rouantelezh saoz da vezañ kreñv. Betek ar XVIvet kantved e viras Kernev-Veur ensavadurioù dibar, oc’h en em sevel zoken pa voent lakaet en arvar, evel e 1497, met ivez darempredoù stank gant Breizh, pa chomas tost-tre an div yezh.
Disrannet e voe Kernev-Veur ha Breizh gant Adreizhadur relijiel ar XVIvet kantved, hag enframmetoc’h e voe e bro-Saoz, tra ma kile ar c’herneveureg evit mont da get e dibenn ar XVIIIvet kantved.
Ar Reveulzi c’hreantel, hag ar mengleuzioù pergen, a stummas don dremm Kernev-Veur en XIXvet ha zoken en XXvet kantved, daoust m’en deus kemmet kalz an armerzh gant diorren obererezhioù all evel an touristerezh. Adsavidigezh ar c’herneveureg evel yezh komzet gant Henry Jenner, e deroù an XXvet kantved, a loc’has dihun eus an emskiant vroadel e Kernev-Veur.
Adlakaat a reomp da soñj palioù ar Gevredigezh vrezhon : krouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt :
. displegadennoù mareadek war dodennoù liesseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…)
. c’hoariva
. abadennoù sonerezh liesdoare
. mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi…

Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh diouzh un tu ha Breizh hag ar broioù keltiek all diouzh un tu all

Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal ar Gevredigezh Vrezhon…Mard oc’h dedennet gant hon embregadenn, daoust deoc’h na c’hellout mont da Gemper, e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho korn-bro

Trugarez deoc’h da gemenn deomp mard emaoc’h e soñj dont pe get

Aozet gant ar Gevredigezh Vrezhon
(resisadurioù : kevredigezhvrezhon@yahoo.ie)

Kemenn da skignañ mar plij !

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here