Naoned : ur ger bemdez war Youtube (tous les jours, un nouveau mot)

0

Da geñver “Mizvezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg” zo bet roet lañs d’un heuliad filmoùigoù, war ton an divinadelloù, diwar intrudu ar gevredad Kentelioù an Noz, oberiant-kenañ e Liger-Atlantel, KDSK St Ervlan (44), Kreizenn-stummañ Skol an Emsav e Sant Ervlan, ha sevenet gant Gwagenn TV.

Tud a bep tu zo bet perzh. Amañ dindan e kinnig deomp Maiwenn, skoliadez e Diwan Naoned, un divinadell a ray deoc’h kavout ar ger … Ma ! Darbet din gwerzhañ he fistolenn !

 

 

 

Tud yaouank a Vreizh a-bezh, klikit ‘ta da sellet, da c’hoari gant levenez, gant ar c’hoari-mañ, bet nevez youtube-et !

Kevin Caillaud, kenurzhier Kentelioù an Noz, o kinnig e zivinadell

Skeudenn-benn : e-tal Ervenn Breizh (Sillon de Bretagne), e Sant-Ervlan emañ al lec’h a zo bodet ennañ KDSK, Divskouarn, Skol ha Skolaj Diwan Sant-Ervlan, Kentelioù an Noz, Yezhoù ha Sevenadur, ha Kreizenn-stummañ Skol an Emsav

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here