Benn ar fin ez eus bet staliet ur panellerezh divyezhek e ti ar c’hevredigezhioù e gwened!

0

Nullet eo bet neuze an oberenn malarde raktreset gant strollad Ai’ta! d’ar 25 a viz Meurzh e Gwened.

Klemm a-enep ar panellerezh unyezhek (galleg) staliet gant an ti-kêr e miz Genver e oa ar pal. Er memes savadur eo staliet skolaj Diwan ar Mor Bihan.

C’hoant oa gant Ai’ta! ivez lakaat war well an diouer a youl politikel evit ar brezhoneg a-berzh ti-kêr Gwened.

Buan-tre eo bet kemmet an holl panelloù e ti ar c’hevredigezhioù gant an ti-kêr ur wech bet resevet ar c’heleier e vefe aozet un oberenn gant Ai’ta!

Laouen omp e vefe bet komprenet gant ti-kêr Gwened e oa diboel lakaat brezhoneg e diavaez ar savadur nemetken. Chom a raimp war evezh evit kement chanter kaset da benn e Gwened.

Goulenn a reomp bremañ digant kêr Gwened derc’hel kont eus ar brezhoneg adalek ar penn kentañ evit pep raktres douget ganti.

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. Apprenez comment les données de vos commentaires sont utilisées.