Kemper : Kafedi Yezh : “Ar c’hrennvrezhoneg” (lusket gant Yannig Laporte), d’ar Sadorn 29 a viz Ebrel 2017

0

Kemper,  Kafedi Yezh , “Ar c’hrennvrezhoneg” (lusket gant Yannig Laporte), d’ar Sadorn 29 a viz Ebrel 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46, straed Aristide Briand.

 

Kinniget e vo deoc’h un alberzh eus ar brezhoneg komzet – ha skrivet – etre an XIIvet hag ar XVIIvet kantved. Liesseurt eo an danvez, muioc’h eget a vez soñjet peurvuiañ. Lakaet e vo ar gaoz war an emdroadurioù pennañ ha danvez ar skridoù deuet betek ennomp. Mard eo bet levezonet kalz gant ar galleg, n’eo ket peurc’hallekaet kennebeut. Gerioù, troiennoù ha perzhioù predenek – lod anezho heñvel e kerneveg pe e kembraeg en deiz hiziv – a zo chomet bev-mat.
 
Adlakaat a reomp da soñj palioù ar Gevredigezh vrezhon : krouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt :
. displegadennoù mareadek war dodennoù liesseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…)
. c’hoariva
. abadennoù sonerezh liesdoare
. mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi…

Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh diouzh un tu ha Breizh hag ar broioù keltiek all diouzh un tu all

Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal ar Gevredigezh Vrezhon…Mard oc’h dedennet gant hon embregadenn, daoust deoc’h na c’hellout mont da Gemper, e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho korn-bro

Trugarez deoc’h da gemenn deomp mard emaoc’h e soñj dont pe get

Aozet gant ar Gevredigezh Vrezhon
(resisadurioù : kevredigezhvrezhon@yahoo.ie)

Kemenn da skignañ mar plij !

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here