Gouel Kala-Mae Gouel Barr-Mae

0

Gouel Kala-Mae Gouel Barr-Mae

 

Kantreadeg get barzhonegoù a-ziár dihun an natur en nevez-hañv :

 

D’ar 1 a viz Mae, pand eo an amzer é arru brav, e vez maeet an tier e Breizh aveit degas chañs d’an dud ha pellaat tañvalded ar gouiañv. Kement-se a vez graet en Iwerzhon hag e Kernev-veur… Aveit akustumiñ ar re o deus-int ankouaet ha sevel liammoù etre ar rummadoù eh eus bet kinniget get kevredigezh Bemdez un tolp en arbenn da Gala-Mae (Beltan aveit ar Gelted kozh). Stourmoù sokial ha sevenadurel a ya asambl da neuze.

Èl ma vez bep blez a-c’houde triwec’h vlez e raimp ur valeadeg ha selaou barzhonegoù a-zivout ar gwez douzh giz ar broioù keltiek ár un dro, e brezhoneg, e gallaoueg, hag e galleg.

An amzer gaer é tonet a zlee bout dasson ar brezhoneg é vleuñviñ en-dro. Tolpet e vo tud kozh ha bugale, a-gevret da serriñ mae ha maeiñ ar vro.

 

D’ar Lun 1ñ a viz Mae :

10 e. 00 : emgav e Chapel Sant-Mikael e hanternoz Sant-Teve, e-tal Meukon.

10 e. 15 : baleadenn ha barzhonegoù e tachad ar Gernevez hag àr-dro Mangolerian. Istoer ha sorbiennoù ag an tachad-mañ.

12 e. 00 : pred e ti Mari-C’hlazioù, kasit ho poued ganeoc’h !

baleadeg e lanneier ar Ruelieg da zizoleiñ al loened, ar struj hag an douarouriezh. Lennadennoù ha barzhonegoù.

4 e. 00 d’enderv : banne profet, dibenn ar valeadeg.

 

Digoust.

Degasit barzhonegoù ha benveger-soniñ mar karit.

 

 

 

 

 

Aozet get Bemdez

Ti ar c’hevredigezhioù / 31 straed Gwilherm ar Barzh

Kergadoù

56 000 GWENED –  06 11 51 43 15

Télécharger (PDF, 1.34MB)

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here