Galv da vanifestiñ : ur stourmer Ai’ta! galvet gant an archerien evit bezañ distaliet panelloù war an hentoù-tizh

0

Daoust d’ar c’houlzad kabaliñ e kendalc’h ar Stad e labour evit distruj hor yezh !

Da heul an emglev evit dazont Breizh e oa bet sinet ur c’henemglev a-ziforc’h evit treuzkas yezhoù Breizh ha diorren an implij anezho er vuhez pemdez etre ar Stad hag ar rannvro e miz Here 2015.

Dre ar c’henemglev-se e oa tu da lakaat e pleustr ur banellerezh divyezhek war hentoù-tizh Breizh en un doare heñvel ouzh ar pezh a vez graet gant ar strollegezhioù lec’hel abaoe bloavezhioù.

Koulskoude n’eus bet divizet tra gant ar Stad daoust d’ar c’henemglev-se bezañ sinet abaoe ouzhpenn bloaz. N’o deus kroget servijoù ar Stad da vont e darempred gant servijoù ar rannvro zoken, evit diviz asambles an doareoù lakaat e pleustr seurt ur panellerezh nag an deiziadur evit al labourioù.

Aozet e oa bet gant ar strollad Ai’ta! e miz Genver un oberenn arouezel distaliañ panelloù evit sevel a-enep an diouer a youl diskouezet gant ar Stad.

Respontet en doa prefed Breizh en ul lizher kaset deomp (gwelet lizher prefed Breizh caser d’an 25 a viz Genver 2017) e vije bet kroget an divizoù gant ar rannvro. Gortoz pell gortoz pell ? 4 miz goude eo dav anzav sklaer ne oa nemet komzoù toull rak n’eus bet kroget tra da vat !

Gwashoc’h c’hoazh just araok an dilennadeg ar Prezidant ha dilennadegoù kannaded da heul, ha daoust d’ar c’homzoù flour dalc’het gant lod, eo bet savet klemm gant servijoù ar Stad a-enep strollad Ai’ta ! (daoust pezh oa bet skrivet gant ar prefed!). Galvet e vo ur stourmer eus strollad Ai’ta! gant archerien Gwitalmeze d’an 22 a viz Ebrel da 10 e 30 mintin.

Evit souten ar stourmer ha sevel a-enep youl distruj hor yezh a-berzh ar Stad e c’halv strollad Ai’ta! da vanifestiñ dirak archerdi Gwitalmeze (5 straed Hanter Hent) d’ar sadorn 22 a viz Ebrel adalek 10 e 15 beure. 

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.