Partager :

" /> Kemper : Kafedi Istor : "Istor an Emsav", d’ar Sadorn 17 a viz Mezheven 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans - 7seizh.info
Publié le: sam, Juin 3rd, 2017

Kemper : Kafedi Istor : “Istor an Emsav”, d’ar Sadorn 17 a viz Mezheven 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans

Soutenez 7seizh par Paypal

Kemper,  Kafedi Istor : “Istor an Emsav”, d’ar Sadorn 17 a viz Mezheven 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans , 46 straes Aristide Briant (lusket gant Rafael Urien)

 

Abaoe reuz ar Vikinged en 10vet kantved n’he deus ket paouezet Breizh da gilañ (rouantelezh vrezhonek deuet da vezañ un dugelezh c’hallek, proviñs emren er rouantelezh c’hall, Breizh aet da get ha diframmet e departamantoù, pobl dibennet eus he yezh hag eus an emskiant anezhi…).
Gwir eo he deus bet Breizh, a-hed hec’h istor, un heuliad tudennoù pe luskadoù o deus strivet da virout pe a c’halle bezañ miret (levierezh ar Voñforzhed, Beltram Argantred e dibenn ar 16vet kantved, ar Bonedoù ruz e 1675, irienn Pontkalleg e 1718-1720, stourm Breudoù Breizh gant ar Chalotez e 1763-1774, irienn ar Roueri e 1791…
Adalek dibenn an 19vet kantved e sav ul lusk nevez, war an dro da heul ar stourm a zo bet betek-hen ha disheñvel dioutañ : ne voe ket mui anv hiviziken da virout pa ne voe netra ken da virout. Eus adlakaat en he flom e voe anv hiviziken, adsevel Breizh : an Emsav an hini eo.
Goude Kervarker, a c’haller lakaat da enkorfañ ar rak-Emsav, met a oa hiniennel c’hoazh e emzalc’h, e sav an Emsav e dibenn an 19vet kantved. Pegoulz ? Adalek ma teuas da vezañ ul luskad emskiantek a-stroll. Gallout a reer an Emsav da gregiñ gant kejadenn Frañsez Vallée ha Frañsez Jaffrennoù, a savas evit ar wech kentañ kentelioù brezhoneg e Skolaj Sant-Charlez e Sant-Brieg. Meur a aozadur hag a embregad e voe kaset war-raok hiviziken : KBB e 1898, Goursez Breizh e 1900, Unvaniezh Arvor ha SBB kentañ e 1911, Bleun-Brug e 1905, kelaouennoù evel Kroaz ar Vretoned, Stered ar Vro, Dihunamb, Brittia, Brug…Etre an daou Vrezel-Bed en em aozas an Emsav en-dro al luskad Breiz Atao, a grouas SEV e 1927 hag eil SBB e 1931, ha dreist-holl da Walarn. E-pad an Eil Brezel-Bed e kendalc’has an Emsav e stourm boulc’het abaoe tost un hanter kantved : Arvor, Framm Keltiek Breizh, Sterenn, Radio Roazhon-Breizh…
Dibennet goude dibenn an Eil Brezel-Bed e kendalc’has an Emsav, o kemmañ e zoareoù avat. Lennegel e voe da gentañ an adframmadur, en-dro da luskad Tír na nÓg hag Al Liamm, en em ledanaas en-dro da Guzul ar brezhoneg e 1957. Met dija e klaske ur remziad nevez a arnevezas ar sell emsavel, gant Youenn Olier ken abred ha 1945, gant An Avel hag Emsav Pobl Vreizh e 1947, ha dreist-holl Gwion Etienne a grouas Preder e 1957, hag a luskas SADED e 1962 hag ESB e 1967. Er bloavezhioù 1970 en em zisrannas hag en em liesseurtaas an Emsav, gant Skol an Emsav pergen. Adalek 1977 e voe kreizennet ar pep brasañ eus ar strivoù en-dro da Ziwan. Dioutañ e voe krouet An Here e 1982, a strivas, goude Gwalarn ha SADED, da grouiñ gant an dafar degaset gantañ, ur wir vuhez kefredel brezhonek, da lavarout eo brezhon. Daoust ma n’eus tost Emsav ebet ken hiziv an deiz, puilh eo bet pezh en deus krouet.
Met an Emsav, n’eo ket hepken an aozadurioù bras” hag anavezet-se. Bez ez eo ivez personelezhioù kreñv (Frañsez Vallée, Taldir, Yann-Vari Perrot,Roparz Hemon, Abeozen, Maodez Glanndour, Youenn Olier, Gwion Etienne, Martial Ménard…) hag aozadurioù bihanoc’h –”dister” zoken, a-wechoù, a-fet niver ha brud– met bras ha pouezus evit an dud o deus bodet ha frammet, hag al levezon o deus bet evel-se (Kelc’h Keltiek Pariz Eugène Régnier er bloavezhioù 1920, “Ober” ha devezhioù Pennfoul er bloavezhioù 1930, Kêr Vreizh etre 1936 ha derou ar bloavezhioù 1970, Skaouted Bleimor, ar JEB er bloavezhioù 1950 ha 1960 o deus degaset mennozhioù nevez (“kendrevioù”, diwar batrom kibboutzim Israel…)
Petra a voe mennozhioù an Emsav ? Piv a oa personelezhioù bras pe munut an Emsav ?
Peseurt darempredoù en deus bet an Emsav gant ar Mouvement breton ? Petra voe aozadurioù hag oberezhioù an Emsav ? Petra a chom dioutañ ? Sed aze pezh a studiimp.
 
 
 
Adlakaat a reomp da soñj palioù ar Gevredigezh vrezhon : krouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt :
. displegadennoù mareadek war dodennoù liesseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…)
. c’hoariva
. abadennoù sonerezh liesdoare
. mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi…

Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh diouzh un tu ha Breizh hag ar broioù keltiek all diouzh un tu all

Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal ar Gevredigezh Vrezhon…Mard oc’h dedennet gant hon embregadenn, daoust deoc’h na c’hellout mont da Gemper, e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho korn-bro

Trugarez deoc’h da gemenn deomp mard emaoc’h e soñj dont pe get

Aozet gant ar Gevredigezh Vrezhon
(resisadurioù : kevredigezhvrezhon@yahoo.ie)

Kemenn da skignañ mar plij !

A propos de l'auteur

Visualiser 1 Comments
Ce que vous en pensez
  1. Erick Le Rouge dit :

    Ankouaat ket, pa an duged normanoù bezañ dug Vreizhiz ivez…!

Laisser un commentaire

XHTML: Vous pouvez utiliser les expressions html suivantes: <a href="" title=""> <abbr title=""> <acronym title=""> <b> <blockquote cite=""> <cite> <code> <del datetime=""> <em> <i> <q cite=""> <s> <strike> <strong>

Média participatif : contact(at)7seizh.info 0033 (0) 972 338 711 - regie.publicitaire(at)7seizh.info Mentions légales - Conditions générales d'utilisation

L’utilisateur s’interdit de manière non exhaustive :

- de diffuser des informations contraires à l’ordre public ou aux bonnes mœurs, - de détourner la finalité du service pour faire de la propagande ou du prosélytisme, de la prospection ou du racolage, - de publier des informations à caractère commercial, publicitaire ou constituant de la propagande en faveur du tabac, de l’alcool, ou de toute autre substance, produit ou service réglementé - de diffuser des contenus contrevenant aux droits de la personnalité de tiers ou présentant un caractère diffamatoire, injurieux, obscène, pornographique, offensant, violent ou incitant à la discrimination, à la violence politique, raciste, xénophobe, sexiste ou homophobe, - de publier des informations contrevenant à la législation sur la protection des données personnelles permettant l’identification des personnes physiques sans leur consentement, notamment leur nom de famille, adresse postale et/ou électronique, téléphone, photographie, enregistrement sonore ou audiovisuel, - d’accéder frauduleusement au site et notamment aux services interactifs, ainsi qu’il est indiqué dans les conditions générales d’utilisation du site.

7seizh.info ® Tous droits réservés-2012-2016 © 7seizh.info.