Start ar sizhun – 1

0

Tresadennoù

Keleier Breizh

 

©
(© Frilouz 2017) – Menec’h a oa gwechall en abati Sant Voris, bremañ ez eus eskell-kroc’henn, dizañjeroc’h eo evit ar vugale. Ma ‘teuit-tre, na rit ket a drouz, emañ ar vuhezourien o pediñ Doue an Touristelezh.

 

©
(© Frilouz 2017) – Georges Hotte, soner hag harzer : ne dlefe ket bezañ amwel-didrouz strollad ar strouezh.

 

©
(© Frilouz 2017) – Gant ur barver er vourc’h, ne vroud ket mammoù-kozh Pleneventer ken.

 

©
(© Frilouz 2017) – Ur soudard medalennet a zo soudardoc’h eget ur soudard divedalenn.

 

©
(© Frilouz 2017) – Ur vouezhiadenn bouellek : brezhoneger e-pad ur frazenn e oa bet ar Charlez meur.

 

©
(© Frilouz 2017) – Mard it-c’hwi d’ar forom-se, n’en em c’houlennit ket petra ‘ra an dud-se e-barzh ar straedoù : arzourien int, den ne oar.

 

©
(© Frilouz 2017) – Evt ober un tro-vale war hentoù Kraozon, ret eo kemer ganeor botoù bale mat , ur bazh-vale mat , hag ur mouger-tan-vale mat.

 

C’hoari

Piv en-deus lâret… ?

  1. “N’en deus ket mouezhiet dilennerien Emmanuel Macron d’an eil tro evit e ginnigoù.”
  2. “Konikl Duracell an diotach oc’h-c’hwi.”
  3. “Ne oamp nemet tri Breton e-barzh e luskad en deroù, Richard Ferrand, Corinne Erhel, ha me.”
  4. “Ur wech c’hoazh, Breizh a ziskouez an hent.”
  5. “Prouenn an tunskraperezh brorenerel hag eo A. Macron eo Jean-Yves Le Drian a-hend-all.”
  6. “Boutinelerez on ha chom a ran boutinelerez.”
  7. “Ar C’hallaoued ne c’hoantae ket A. Hollande ken.”

 

Respontoù :

  1. Marc Ar Fur, kannad en Aodoù-an-Arvor, kuzulier-rannvro (Ouest-Frañs, d’ar 7/05/17).
  2. Richard Ferrañd, kannad e Penn-ar-Bed, pa oa tabutal gant Florian Phillipot (Frañsinfo, d’an 3/05/17).
  3. Jean-Pierre ar Roch, kannad er Morbihan (Ouest-Frañs, d’an 09/05/17).
  4. Jean-Yves An Drian, maodiern an Difenn, kadoriad kuzul-rannvro Breizh (Ouest-Frañs, d’an 8/05/17).
  5. Gillez Ponnelle, kannad en Il-ha-Gwilen (An Telegram, d’an 8/05/17).
  6. Aodette Herviaux, senedourez ar Morbihan (Ouest-Frañs, d’ar 7/05/17).
  7. Dominique eus Legge, senedour an Il-ha-Gwilen, maer Ar Perzh (Bro-Roazhon) (Facebook Dominique de Legge, d’ar 24/04/17).

 

 

Ken ar wech all !

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here