Partager :

" /> Panelloù distaliet war an hentoù-tizh : ur respont dirak dismegañs ar Stad - 7seizh.info

Panelloù distaliet war an hentoù-tizh : ur respont dirak dismegañs ar Stad

Soutenez 7seizh par Paypal
Partager
Tags

Sinet e oa bet ur c’henemglev ispisial etre ar Stad hag ar Rannvro  diwar-benn yezhoù Breizh “Kendivizad a-ziforc’h evit treuzkas yezhoù Breizh ha diorren an implij anezho er vuhez pemdez” e Miz Here 2015. Raktreset eo ennañ e vefe staliet panelloù divyezhek war vord an hentoù-Stad evel ma vez graet abaoe 30 vloaz gant meur a strollegezh lec’hel e Breizh.

Bloaz hanter goude sinadeg ar c’henemglev-se ‘benn ar fin ez eus bet emvodoù etre ar rannvro hag ar Stad, evit termeniñ ar mod da lakaat e pleustr seurt ur panellerezh divyezhek. Goude ma vefe bet distaliet panelloù touristelezh unyezhek nevez o lakaat war wel park naturel rannvroel ar Mor Bihan war an hentoù tizh N 165 ha N 166 e miz Kerzu 2016 eo bet kroget a labour-se nemetken.

Siwazh n’ez a ket war-raok war an dachenn. Gant meur a arguzenn toull e klask ar Stad daleañ ar pellañ ma c’hell lakaat panellerezh divyezhek e-plas war hentoù-tizh ar Stad e Breizh. Staliet eo bet e miz Mezheven ur bern panelloù unyezhek nevez-flamm etre An Alre ha Gwened gant an DIRO  (Renerezh etre departamant an hentoù kornôg) hep derc’hel kont eus an asant roet gant ar Stad, evit lakaat ur panellerezh divyezhek war an hentoù Stad.

Un dra a-bouez evit ar Vretoned a zo kar o yezh eo : evel m’eo bet meneget en emglev-se eo ar panellerezh divyezhek  « un dra a kinnig d’ar geodedourien un endro gweled a-benn skignañ ha brudañ ar brezhoneg, kizidikaat anezhe gant ur geriaoueg diaz ha skignañ anaoudegezh ar glad lec’hanvadurezh” 

Dirak dismegañs ar Stad hag e servijoù (an DIRO) eo bet distaliet ganeomp, e-pad nozvezh an 20 a viz Gouere, tro pemzek panell bras nevez staliet tro Alre.

Oberennoù all a vo raktreset ganeomp keit ne vo ket doujet ouzh ar brezhoneg war an hentoù-tizh gant an DIRO, da lavaret eo keit ha ma ne vo ket cheñchet tamm ha tamm ar panellerezh gant panelloù divyezhek brezhoneg-galleg par-ouzh-par.

A propos de l'auteur

- Stourm a ra strollad Ai'ta! evit kas ar brezhoneg war-raok er vuhez foran hag er gevredigezh.

Laisser un commentaire

XHTML: Vous pouvez utiliser les expressions html suivantes: <a href="" title=""> <abbr title=""> <acronym title=""> <b> <blockquote cite=""> <cite> <code> <del datetime=""> <em> <i> <q cite=""> <s> <strike> <strong>

Média participatif : contact(at)7seizh.info 0033 (0) 972 338 711 - regie.publicitaire(at)7seizh.info Mentions légales - Conditions générales d'utilisation

L’utilisateur s’interdit de manière non exhaustive :

- de diffuser des informations contraires à l’ordre public ou aux bonnes mœurs, - de détourner la finalité du service pour faire de la propagande ou du prosélytisme, de la prospection ou du racolage, - de publier des informations à caractère commercial, publicitaire ou constituant de la propagande en faveur du tabac, de l’alcool, ou de toute autre substance, produit ou service réglementé - de diffuser des contenus contrevenant aux droits de la personnalité de tiers ou présentant un caractère diffamatoire, injurieux, obscène, pornographique, offensant, violent ou incitant à la discrimination, à la violence politique, raciste, xénophobe, sexiste ou homophobe, - de publier des informations contrevenant à la législation sur la protection des données personnelles permettant l’identification des personnes physiques sans leur consentement, notamment leur nom de famille, adresse postale et/ou électronique, téléphone, photographie, enregistrement sonore ou audiovisuel, - d’accéder frauduleusement au site et notamment aux services interactifs, ainsi qu’il est indiqué dans les conditions générales d’utilisation du site.

7seizh.info ® Tous droits réservés-2012-2016 © 7seizh.info.

Gravityscan Badge