Partager :

" /> Macron : Ankoù ar Brezhoneg ? - 7seizh.info
Publié le: mer, Sep 6th, 2017

Macron : Ankoù ar Brezhoneg ?

Soutenez 7seizh par Paypal

Emgav d’ar Sadorn 9 a viz Gwengolo da 11 eur dirak burev kannad Richard Ferrand e Kastellin

Diwan lakaet diaes, anv Fañch difennet, brezhoneg lakaet a-gostez el lec’hioù foran : Daoust hag e vo Macron touller bez ar Brezhoneg ?

  • Ur sizhunvezh goude an distro-skol eo start mont en-dro kalz skolioù Diwan c’hoazh abalamour d’an diviz kemeret a daol trumm gant ar gouarnamant da ehanañ an implijoù skoazellet.
  • Memes mod eo kantadoù a c’gevredigezhioù hag a implijoù a vez lakaet en arvar (kentelioù noz, radioioù, c’hoariva, festivalioù…) e touez ar re o labourat evit ar brezhoneg ma vez paouezet gant ar c’hevratoù CAE-CUI.
  • D’ar Merc’her 13 a viz Gwengolo e vo embannet diviz lez-varn ensav meur Kemper a zivout an anv Fañch. Riskloù bras a zo e vefe difennet reiñ anvioù brezhoneg d’hon bugale.
  • Daou vloaz goude ma vefe bet sinet ar c’henemglev evit ar brezhoneg gant ar Stad C’hall ha Rannvro Breizh ne vez ket doujet ouzh an engouestloù a zo enni (skinwel, radio, niverel, panellerezh…).

N’eus ket ar brezhoneg da vezañ e-giz ur yezh estren e Breizh ken !

Goulenn a reomp neuze digant Prezidant Republik ar Stad C’hall, digant ar gouarnamant ha digant kannaded ar muianiver LREM emañ Richard Ferrand ar penn bras :

  • Nullañ an dibab paouez gant ar c’hevratoù skoazellet evit dec’hel an implijoù war an dachen sevenadurel hag hini ar yezh.
  • Reiñ an tu d’ar skolioù Diwan da resevout ar skodenn-skol dre ret evit kadarnaat postoù labour war hir dermen ha lakaat e plas ur statud arbennik evit ar c’helenn dre soubidigezh.
  • Kemm kelc’hlizher an 23 a viz Gouere 2014, awenet gant prinsipoù ar Spont bras ha dibabet e 1794 hag a zifenn da reiñ an anv brezhoneg a fell d’ar gerent d’o vugale.
  • Lakaat e-pleustr buan engouestloù ar c’henemglev Stad-rannvro bet sinet e 2015.
  • Ofisielaat ar brezhoneg

Emgav : Sadorn 9 a viz Gwengolo da 11e00 dirak burev kannad Richard Ferrand, 2 staed Baltzer e Kastellin

A propos de l'auteur

- Stourm a ra strollad Ai'ta! evit kas ar brezhoneg war-raok er vuhez foran hag er gevredigezh.

Laisser un commentaire

XHTML: Vous pouvez utiliser les expressions html suivantes: <a href="" title=""> <abbr title=""> <acronym title=""> <b> <blockquote cite=""> <cite> <code> <del datetime=""> <em> <i> <q cite=""> <s> <strike> <strong>

Média participatif : contact(at)7seizh.info 0033 (0) 972 338 711 - regie.publicitaire(at)7seizh.info Mentions légales - Conditions générales d'utilisation

L’utilisateur s’interdit de manière non exhaustive :

- de diffuser des informations contraires à l’ordre public ou aux bonnes mœurs, - de détourner la finalité du service pour faire de la propagande ou du prosélytisme, de la prospection ou du racolage, - de publier des informations à caractère commercial, publicitaire ou constituant de la propagande en faveur du tabac, de l’alcool, ou de toute autre substance, produit ou service réglementé - de diffuser des contenus contrevenant aux droits de la personnalité de tiers ou présentant un caractère diffamatoire, injurieux, obscène, pornographique, offensant, violent ou incitant à la discrimination, à la violence politique, raciste, xénophobe, sexiste ou homophobe, - de publier des informations contrevenant à la législation sur la protection des données personnelles permettant l’identification des personnes physiques sans leur consentement, notamment leur nom de famille, adresse postale et/ou électronique, téléphone, photographie, enregistrement sonore ou audiovisuel, - d’accéder frauduleusement au site et notamment aux services interactifs, ainsi qu’il est indiqué dans les conditions générales d’utilisation du site.

7seizh.info ® Tous droits réservés-2012-2016 © 7seizh.info.