Kenderc’hel a ra ar voustrerezh: Dougen klemm a ra ar Stad C’hall a-enep Ai’ta!

1

Arouezius eo bet miz Gwengolo eus emzalc’h ar Stad C’hall a-enep ar brezhoneg hag ar vrezhonegerien. Lakaet eo bet Diwan diaes pa ‘z eo bet lemmet degadoù a bostoù labour skoazellet, difennet eo bet d’ur familh reiñ un anv brezhoneg d’o vugel, ha bremañ e tougen klemm prefed rannvro Breizh a-enep strollad Ai’ta!

Oberennoù arouezel a oa bet kaset da benn gant ar strollad e-kerz an hañv war vord an hentoù tizh meret evit goulenn ma vefe e brezhoneg ivez ar panelloù. Kemen-se a oa bet raktreset koulskoude er c’henemglev bet sinet etre ar Stad ha Rannvro Breizh e miz Here 2015. Daou vloaz goude n’eus bet cheñchet netra… Rebechet e vez neuze gant ar Stad diganeomp goulenn e vefe lakaet e-pleustr an dibaboù kemeret ganti. Souezhusañ tra!

Embann a reomp amañ al lizher digor kaset hiziv da prefed rannvro Breizh evit respont d’al lizher en deus kaset deomp da gelaouiñ ac’hanomp eus ar c’hlemm a-enep hor strollad. Reiñ a reomp da c’houzout e vo aozet oberennoù all ganeomp ma n’eus araokadenn ebet.

1 COMMENTAIRE

  1. Il semble bien qu’ avec ce gouvernement nous marchions vers une destruction systématique des libertés publiques et vers un franquisme à la française qui n’ ose pas dire son nom. Pauvre France
    qui s’ acharne maintenant contre la richesse culturelle que que représentent ses langues régionales!!

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here