Kemper : Kafedi Armerzh “Ar brezhoneg e bed an armerzh” (lusket gant Denez Pichon)

0

Kemper, D’ar Sadorn 13 a viz Genver 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

N’eo ket stank ar studiadennoù diwar-benn implij ar brezhoneg e bed an armerzh. Kinniget eo deomp ar wech-mañ al lodenn gentañ eus ur studiadenn bizh war an danvez.

Kinniget e vo deomp ur sell hollek war emdroadur ar brezhoneg a-hed ar c’hantvedoù, gant an darvoudoù o deus merket hor yezh.

Kinniget e vo deoc’h ur sell diwar-benn an armerzh hag al liammoù gant ar yezhoù.

An abadenn-mañ a responto d’ar goulennoù-mañ :

Bet eo bet implijet ar brezhoneg e bed an armerzh ?

Istor hor yezh

*Roudoù eus ar brezhoneg e bed an armerzh el levrioù kozh.

*Teir zagadenn war ar brezhoneg a-hed an istor

*Darvoudoù o deus kemmet emdroadur hor yezh.

Petra eo an armerzh ?

*Istor an armerzh.

*Frammadur bed al labour

*Yezhoù ha produusted

Kammedoù kentañ ar brezhoneg e bed armerzh an XXvet kantved.

Adlakaat a reomp da soñj palioù ar Gevredigezh vrezhon : krouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt :
. displegadennoù mareadek war dodennoù liesseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…)
. c’hoariva
. abadennoù sonerezh liesdoare
. mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi…

Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh diouzh un tu ha Breizh hag ar broioù keltiek all diouzh un tu all

Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal ar Gevredigezh Vrezhon…Mard oc’h dedennet gant hon embregadenn, daoust deoc’h na c’hellout mont da Gemper, e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho korn-bro

Trugarez deoc’h da gemenn deomp mard emaoc’h e soñj dont pe get

Aozet gant ar Gevredigezh Vrezhon
(resisadurioù : kevredigezhvrezhon@yahoo.ie)

Kemenn da skignañ mar plij !

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.