Lancement de la Bizh

Monnaie locale complémentaire et citoyenne de

Golfe du Morbihan Vannes Agglomération

Après deux années et demi de travail, l’association MLK-Gwened lance la Bizh ! Cette nouvelle monnaie locale complémentaire citoyenne pourra être utilisée dans les 34 communes du territoire de Golfe du Morbihan-Vannes Agglomération. Il s’agit de la 8ème monnaie locale en circulation en Bretagne.

Le premier objectif de cette monnaie (locale) est de relocaliser l’économie. Son utilisation permettra également de favoriser les entreprises ayant une démarche écologique et contribuant au lien social de proximité.

Pour l’utiliser, les particuliers devront adhérer à l’association puis échanger des euros contre des Bizh au sein d’un comptoir d’échange (1 € = 1 Bizh). Les Bizh se présentent sous la forme de coupons de papier sécurisés d’une valeur de 0,5; 1; 3; 5; 10 et 20 Bizh. Ces Bizh pourront être utilisées chez des commerçants ou autres professionnels agréés. Le but est qu’ensuite ces prestataires fassent circuler la monnaie en payant leurs fournisseurs ou services locaux en Bizh. Plusieurs d’entre eux font déjà partie du réseau. L’adhésion est ouverte dans la mesure où l’on respecte la charte de la monnaie locale. Les associations et les collectivités locales sont également invitées à adhérer.

Le lancement de la Bizh aura lieu le samedi 27 janvier à partir de 10h, lors du Forum Social Local du Morbihan (*) à Séné. Ce sera l’occasion de découvrir les billets conçus par l’artiste Theixois, Fabien Salmon. Le lancement sera aussi l’occasion de réaliser les premiers échanges d’euros en Bizh et d’utiliser les Bizh sur place : restauration, buvette, librairie.

Nous vous invitons à une conférence de presse de présentation de ce lancement, qui se tiendra:

Vendredi 19 janvier à 11h00

Maison des association de Vannes (31 rue Guillaume Le Bartz)

 

KEMENNADENN D’AR C’HAZETENERIEN

 

Lañset e vo ar Bizh

Moneiz lec’hel klokaat ha keodedour Morbihan – Tolpad Gwened

Goude 2 vloavezh hanter labour gant ar gevredigezh MLK-Gwened e vo lañset ar Bizh ! Redek a raio ar moneiz nevez-se war 34 kumun ar strollegezh Morbihan – Tolpad Gwened. An 8vet moneiz lec’hel e Breizh e vo ar Bizh.

Pal kentañ ar moneiz-se a zo adlec’helaat an ekonomiezh. Un doare e vo ivez da harpañ an embregerezhioù engouestlet e-keñver an ekologiezh hag ar re a grou liammoù etre an dud. War ar memes-tre e vo silet brezhoneg en ekonomiezh ivez o vezañ m’eo divyezhek skorioù kehentiñ ar gevredigezh ha ma vez kavet brezhoneg war ar bilhiji.

Evit ober ganti e ranko a dud emezelañ d’ar gevredigezh ha eskemm euroioù a-enep Bizhoù en ur stal eskemm (1€ = Bizh). Ar bizhoù a zo bilhiji suraet, ganto un dalvoudegezh 0,5 ; 1 ; 3 ; 5 ; 10 pe 10 Bizh. Ar moneiz-se a c’hello bezañ dispignet e stalioù pe e ti pourchaserien all ezel. Ar pal goude-se a zo e trofe ar moneiz ha neuze e baefe an dud a-vicher o pourchaserien lec’hel gant ar Bizh. Meur a hini a zo ezel eus ar rouedad dija. Ezel e c’hell an embregerezhioù bezañ keit ma zoujont ouzh karta ar gevredigezh. Gellet a ra ar c’hevredigezhioù hag ar strollegezhioù lec’hel emezellañ ivez.

D’ar Sadorn 27 a viz Genver e vo lañset ar Bizh. Adalek 10h e vo lidet kement-se e Forom Sokial ar Mor Bihan e Sine. Kinniget e vo d’ar mare-se ar bilhiji skeudennet gant Fabien Salmon eus Teiz. War al lec’h e vo tu ober gant ar Bizh ivez, er preti, en davarn hag evit prenañ al levrioù war ar standoù.

Pediñ a reomp ar c’hazetennerien d’un emvod kelaouiñ a vo dalc’het :

D’ar Gwener 19 a viz Genver da 11 eur

Ti ar c’hevredigezhioù e Gwened (31 straed Guillaume Le Bartz)

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.