Baleadenn diwar-benn laboused ar vorlenn

0

Logonna Daoulaz, d’ar sadorn 10 a viz C’hwevrer, baleadenn e Daoulaz da sellet ouzh laboused ar vorlenn gant displegadennoù Jean-Noël Ballot, eus ar gevredigezh Breizh Vev, e brezhoneg evel-just. Aozet eo an abadenn gant ar gevredigezh An Daoulamm (andaoulamm@orange.fr).
Lec’h emgav : war ar c’hae, just e diavaez ar vourc’h, war hent Logonna-Daoulaz.

Morlenn Brest zo unan eus al lec’hioù ma teu, e-touez al laboused dour a vev eno e-tro ar bloaz, evned tremeniat a gav eno peadra da lojañ ha da zebriñ. Emañ an houidi c’hwiteller, an houidi korz, ar plomerien pe tignouzed, an heskenneged hag ar youerien o rannañ o boued gant ar morvrini ha kalz re all hag a vev hed-ha-hed ar glannoù evel ar c’hefeleged-aod… Un digarez mat da bourmen e lec’hioù bra

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here