Kafedi Armerzh : “Intrudu, brezhonegerien ha geriaouegi e bed an armerzh” (lusket gant Denez Pichon)

0

Kemper, d’ar Sadorn 17 a viz C’hwevrer 2018, Kafedi Armerzh : “Intrudu, brezhonegerien ha geriaouegi e bed an armerzh” (lusket gant Denez Pichon) 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

Pal ar c’hinnig kentañ a oa diskouez emdroadur hor yezh a-hed ar c’hantvedoù, dre levezon ar brezelioù, stad an armerzh hag hini ar

politikerezh yezh. Diskouezet eo bet ivez kammedoù kentañ ar brezhoneg er bed armerzhel e deroù an XXvet Kantved.

Atav war hor yezh er bed armerzhel, kinniget e vo deoc’h ar wech-mañ, ober un taol-sell war intrudu an XXvet Kantved, a-berzh hiniennoù, kevredigezhioù ha tud a-vicher. Bewech ez eus traoù a-bouez da zeskiñ eus an intrudu-se.

N’eo ket pep tra klask lakaat brezhoneg er bed an armerzh, met pet a dud a zo gouest d’en em zibab gant ar brezhoneg en un endro micherel ?

E-pelec’h kavout anezho ? Klasket e vo respont d’ar goulennoù-mañ e-pad hor c’haozeadenn. N’eo ket pep tra kavout embregerezhioù ha brezhonegerien, ret eo ivez kaout gerioù resis, boutin d’an holl implijidi a-fet ster, evit labourat ha kehentiñ en un doare seder ha sur. Met penaos ober ?

Adlakaat a reomp da soñj palioù ar Gevredigezh vrezhon : krouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt :
. displegadennoù mareadek war dodennoù liesseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…)
. c’hoariva
. abadennoù sonerezh liesdoare
. mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi…

Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh diouzh un tu ha Breizh hag ar broioù keltiek all diouzh un tu all

Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal ar Gevredigezh Vrezhon…Mard oc’h dedennet gant hon embregadenn, daoust deoc’h na c’hellout mont da Gemper, e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho korn-bro

Trugarez deoc’h da gemenn deomp mard emaoc’h e soñj dont pe get

Aozet gant ar Gevredigezh Vrezhon
(resisadurioù : kevredigezhvrezhon@yahoo.ie)

Kemenn da skignañ mar plij !

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.