Kemper : Kafedi Istor, Breizh e grez an duged kapetat (1212-1341)-(lusket gant Rafael Urien)-

0

Kemper, d’ar Sadorn 24 a viz C’hwevrer 2017,Kafedi Istor, Breizh e grez an duged kapetat (1212-1341)-(lusket gant Rafael Urien)- 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER.

 

Goude drouziwezh ar Blantajeneded e tegouezh, e 1212, e penn Breizh duged eus tiad Kapetiz, kendirvi rouaned Frañs. Gant Pêr Brizhkloareg hag e vab Yann Iañ Rouz e voe kendalc’het labour kreñvaat ar Stad vreizhat- kreiz diwar-goust ar varoned vras hag an Iliz pergen. En o grez avat, ha muioc’h c’hoazh e hini o warlerc’hidi (Yann II, Arzhur II ha Yann III), e sujas don an dugelezh da yev rouantelezh Frañs. Splann e voe al levezon c’hall diouzh ur sell politikel hag ensavadurel, met ivez denel (divroañ war-zu Bro-C’hall) ha kefredel (levezon mennozhioù, sevenadur, arz…Bro- C’hall). Daoust ma voe gant dale e tiorroas ar c’hêrioù gant savidigezh lec’hioù foran (koc’hu, ospitalioù, ilizoù…) hag astenn ar c’hêrioù war fabourzioù. Liammet e voe an diorren-se gant hini ar c’henwerzh hag an dornvicherioù.

War zonaat ez eas ar gristenidigezh, gant kendalc’h diorren urzhioù ganet a-raok (Sistersianed) pe reoù nevez krouet (kesterion : Frañsiskaned,

Dominikaned…), pe personed hep o far (sant Erwan), ha pa vefe bet dre ziheñchañ lidoù kozh (Troveni Lokronan-Kerne, feunteunioù…).

Adlakaat a reomp da soñj palioù ar Gevredigezh vrezhon : krouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt :
. displegadennoù mareadek war dodennoù liesseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…)
. c’hoariva
. abadennoù sonerezh liesdoare
. mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi…

Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh diouzh un tu ha Breizh hag ar broioù keltiek all diouzh un tu all

Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal ar Gevredigezh Vrezhon…Mard oc’h dedennet gant hon embregadenn, daoust deoc’h na c’hellout mont da Gemper, e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho korn-bro

Trugarez deoc’h da gemenn deomp mard emaoc’h e soñj dont pe get

Aozet gant ar Gevredigezh Vrezhon
(resisadurioù : kevredigezhvrezhon@yahoo.ie)

Kemenn da skignañ mar plij !

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.