War roudoù emgann Kergidu

0

D’ar Sadorn 24 a viz Meurzh 2018 – Kastell-Paol – Plougouloum – Trelaouenan – Kleder (lusket gant Rafael Urien)

 

E miz Meurzh 1793 e save poblañs Gorre Leon, renet gant Klaod Gabriel a Gerbalaneg, a-enep d’ar republikaned c’hall, ar jeneral

Canclaux pergen en o fenn. Goude kabaduilh Kastell-Paol ar Meurzh 19 ez a an emsavidi d’en em aozañ e Plougouloum. War-nes int d’ober o stal d’ar republikaned c’hall deuet war o lerc’h e-kichen pont Kergidu, pa’z eo ar C’hallaoued saveteet a-benn ar fin gant o c’henseurted o tegouezhout eus Lesneven, d’ar Sul 24.

Kreñv eo chomet koun an emgann e-touez Leoniz, ken ma skrivas Lan Inizan tri c’hard kantved goude an darvoudoù un danevell

anezho. Daoust d’ar pezh a greder alies, n’eo ket oberenn Lan Inizan lennegezh hepken. Ur vammenn Istor eo ivez, da geñveriañ

gant dielloù all.

Erbediñ a reomp deoc’h, a-raok dont, lenn :

-Lan INIZAN, Emgann Kergidu (embannadurioù Al Liamm), Levrenn I, Pennadoù 13 (darvoudoù Kastell-Paol) ha 14 (emgann Kergidu) ; Levrenn II, Pennad 17 (goude an emgann, repu  koadoù Kermengi).

-Rafael Urien, “Emgann Kergidu : eus al Lennegezh d’an Istor”, Aber 22 (Goañv 2005), p.514-556

Aozadur an devezh :

-2e30 goude merenn : displegadenn war ar c’henarroud Istor, e tavarn ar “Parvis”, Kastell-Paol (e-kichen an Iliz-Veur) -war-dro 3e : loc’hañ eus Kastell-Paol gant kirri-tan war-zu Plougouloum ha Kergidu, gant arsavioù war an hent ha displegadennoù war al lec’hioù

-degouezhet e pont Kergidu : kerzhadeg gant displegadennoù war lec’hioù an emgann, ha goude war-zu Trelaouenan ha koadoù Kermengi (Kleder)

-evit ar re a blij dezho : pred (gant displegadennoù) e milin Kergidu (gallout a reer mirout : preti “Le Moulin de Kergidu”, 02 98 79 35 44, moulindekerguiduff@gmail.com ; komz galleg ouzh tud an davarn).

Ma n’oc’h eus ket a garr-tan, pe na fell ket deoc’h mont betek Kastell-Paol gant hoc’h hini, e c’hallit bepred goulenn diganeomp hag-eñ e vefe tud prest da genweturiñ ganeoc’h. Trugarez neuze da gemenn deomp mard emaoc’h e soñj dont gant pe hep karr-tan.

Aozet gant ar Gevredigezh vrezhon ; titouroù :

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here