Kantreadeg get barzhonegoù a-ziár dihun an natur en nevez-hañv

0

D’ar 1añ a viz Mae, pand eo daet an amzer gaer en-dro, e vez maeet an tier e Breizh aveit degas chañs d’an dud ha pellaat tañvalded ar gouiañv. Kement-se a vez graet en Iwerzhon hag e Kernev-veur… Aveit akustumiñ ar re o deus-int ankouaet ha sevel liammoù etre ar rummadoù eh eus bet kinniget get kevredigezh Bemdez un tolp en arbenn da Gala-Mae (Beltan aveit ar Gelted kozh). Stourmoù sokial ha sevenadurel a ya asambl da neuze.

Èl ma vez bep blez a-c’houde naontek vlez e raimp ur valeadeg ha selaou barzhonegoù a-zivout ar gwez douzh giz ar broioù keltiek ár un dro, e brezhoneg, e gallaoueg, hag e galleg.

An amzer gaer é tonet a zlee bout dasson ar brezhoneg é vleuñviñ en-dro. Tolpet e vo tud kozh ha bugale, a-gevret da serriñ mae ha maeiñ ar vro.

 

D’ar Meurzh 1ñ a viz Mae :

emgav da 10 e. 00 e-tal chapel Sant-Kidi etre Pluverin hag ar Chapel-Nevez.
baleadeg àr-dro Kerheroù da zizoleiñ al loened, ar plant, metoù ar poull-dour hag an douarouriezh. Lennadennoù ha barzhonegoù. Pred e ti Mari-C’hlazioù, kasit ho poued ganeoc’h !
4 e. 00 d’enderv : banne profet, dibenn ar valeadeg.
Digoust.

Degasit barzhonegoù ha benveger-soniñ mar karit.

 

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.