Kemper : Kafedi Istor “Ar Stad vreizhat er 15vet kantved” (lusket gant Rafael Urien)

0

Kemper, d’ar sadorn 7 a viz Ebrel 2018, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

Goude trubuilhoù ren Yann IV e teu a-benn e warlerc’hidi er 15vet kantved da dennañ korvo eus diaesterioù o amezeion c’hall pe saoz e-pad Brezel Kant Vloaz, o chom dre vras neptu (Yann V) pe o stourm gant Bro-C’hall (Frañsez Iañ ha Pêr II). Dre se e savjont, n’eo ket ur Stad vrezhon evel-just pa chome gallek, ur Stad vreizhat da vihanañ ne lavaran ket, mennet da dizhout ar riegezh klok, harpet gant ur gealiadurezh a rae dave da dremened roueel Breizh. Goude izelidigezh ha bruzunadur ar galloud goude reuz ar Vikinged, savidigezh ensavadurioù kreñv gant ur galloud estren gant ar Blantajeneded hag an duged kapetat da c’houde, diazezadur lignez ar Voñforzhed en desped da youl rouaned Frañs er 14vet kantved, en ur c’henarroud gwall drubuilhus, e tegouezh dugelezh Breizh en he barr er 15vet kantved.

 

Adlakaat a reomp da soñj palioù ar Gevredigezh vrezhon : krouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt :
. displegadennoù mareadek war dodennoù liesseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…)
. c’hoariva
. abadennoù sonerezh liesdoare
. mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi…

Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh diouzh un tu ha Breizh hag ar broioù keltiek all diouzh un tu all

Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal ar Gevredigezh Vrezhon…Mard oc’h dedennet gant hon embregadenn, daoust deoc’h na c’hellout mont da Gemper, e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho korn-bro

Trugarez deoc’h da gemenn deomp mard emaoc’h e soñj dont pe get

Aozet gant ar Gevredigezh Vrezhon
(resisadurioù : kevredigezhvrezhon@yahoo.ie)

Kemenn da skignañ mar plij !

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. Apprenez comment les données de vos commentaires sont utilisées.